Maryse Hilsz
Marie-Antoinette "Maryse" Hilsz (Levallois, 7 a viz Meurzh 1901 – Bény, 30 a viz Genver 1946) a voe un harzlammerez hag ul levierez c'hall, ofiserez en Aerlu gall. Brudet eo dre uhelder ha padusted he nijadennoù. Diouzh tu ar Rezistañs e voe e-pad an Eil Brezel-bed a-raok mervel en ur gwallzarvoud karr-nij.
Maryse Hilsz
| |
---|---|
E 1935, dirak he Mauboussin M.122 | |
Ganedigezh | Marie-Antoinette Hilsz 7 Meurzh 1901 Levallois (Seine) |
Marv | 30 Genver 1946 Bény (Ain) |
Broadelezh | Gall |
Micher | Harzlammerez Levierez |
Breved | Niv. 1293, 30 Ebrel 1930 |
Yaouankiz
kemmañEn ur familh elzasat divroet da Bariz e 1870 evit chom gall e voe ganet Marie-Antoinette da François Hilsz, barazher, hag Eugénie Letourneur e wreg. Buan e voe graet Maryse
eus Marie-Antoinette.
E Levallois ar mare-se e veze fardet nijerezioù el labouradegoù Louis Blériot, Clément-Bayard ha Voisin Frères. P'edo o teskiñ ar vicher a gabellerez e kêr ez ae gant mignoned da sellout ouzh an ardivinkoù nevez-se, alese he c'hoant da nijal ivez. Peogwir n'he devoa na diplom, nag arc'hant nag anaoudeien e metoù an nijerezh ez eas da harzlammerez evit paeañ he breved levierez.
D'ar 24 a viz C'hwevrer 1924 e varvas François Hilsz. D'an 9 a viz Even, Lun ar Pantekost er bloaz-se, e voe aozet ur genstrivadeg harzlammat evit an deraouidi ; a-c'houde al lamm kentañ-se e teskas an doare hag ez eas da harzlammerez nann-soudard a-vicher (tremen 112 lamm) ha d'an 20 a viz Ebrel 1930 e tapas he breved levierez, an niverenn 1293.
Levierez
kemmañDiouzhtu e fellas dezhi tapout rekordoù.
- 1930
E 1930 end-eeun e nijas a-us Maroko, Aljeria ha Tunizia.
En hevelep bloaz e reas he beaj hir kentañ : en he unan e tibradas eus Le Bourget d'an 12 a viz Du war bourzh un nijerez Morane-Saulnier MS.60 Moth marilhet F-AJOE[1] a levias betek Saigon hag e pradas e Pariz d'ar 7 a viz C'hwevrer 1931 goude meur a dro-gaer (pradañ dre ret meur a wech, mont war kein un azen davit eoul, ur viñs-tro torr en Istanbul hag all)[2].
- 1932
E deroù 1932 e tibradas eus Le Bourget adarre hag e levias ur Farman 291 marilhet F-ALUI[3] betek Antananarivo e Madagaskar, ma pradas d'an 31 a viz Meurzh goude un nijadenn 24 000 km ; al levierez kentañ e voe o treuziñ ar Sahara en he unan.
D'an 19 a viz Eost en hevelep bloaz ez eas ganti rekord an uhelder evit ar merc'hed e Villacoublay (en Yvelines hiziv), gant 9 791 m ; anvet e voe da Varc'hegez al Légion d'honneur goude an nijadenn-se.
- 1933
E 1933 e nijas eus Pariz betek Ha Noi e 5 devezh hepken – ur rekord all – hag e tistroas dre Dokyo. Da Woman of the Year ("Maouez ar Bloaz") e voe dilennet gant ar Fédération Aéronautique Internationale, a-gevret gant Amelia Earhart[4] ; an Harmon Trophy stadunanat 1933 a voe deroet dezhi ivez.
- 1934
D'an 18 a viz Even 1934 e varvas al levier André Salel, a oa bet karantez Maryse Hilsz abaoe deroù ar bloavezhioù 1930, e-kerzh leviañ ur c'hentpatrom Farman F.420-01 e Châteaufort (en Yvelines hiziv). Al levierez a lakaas sevel en nijva ur maen-koun en e enor ha hini e vekanikour Roger Robin.
Er bloaz-se e torras he rekord Pariz-Ha Noi pa nijas e-pad 5 devezh c'hoazh, met dre Golkata, Saigon, Ha Noi ha betek Tokyo ; ur Bréguet 330[5] marilhet F-AKFM[6] ha lesanvet Joe III eus an Aerlu gall kaset gant ur c'heflusker 650 marc'h-nerzh e oa an nijerez, ha pa zistroas da Vro-C'hall e voe kaset Maryse Hilsz dre Greizeuropa da ziskouez an ardivink.
- 1935
E 1935 ez eas ganti Kib Hélène Boucher pa nijas a Vuc (en Yvelines hiziv) da Ganas e 2 eurvezh ha 29 munutenn[7].
- 1936
D'an 23 a viz Even 1936 ez eas gant Maryse Hilsz rekord uhelder ar merc'hed gant 14 310 m[8],[9],[10] gant ur[11] ; ganti edo ar rekord-se c'hoazh e 1948[12].
D'ar 29 a viz Eost ez eas ganti Kib Hélène Boucher adarre pa nijas a Vuc da Ganas en 1 eurvezh, 52 munutenn ha 43 eilenn gant un nijerez Caudron-Renault 685 Super Rafale[13] a nijas da 366,760 km/h keitat[14].
E miz Du, p'edo o klask pilat rekord tizh ar merc'hed, e voe strinket a-ziwar he c'hador ; a-drugarez d'he harzlamm e voe saveteet.
Rezistañs hag aerlu
kemmañEr bloaz 1941 ez emezelas Maryse Hilsz e rouedad Buckmaster
ar Rezistañs. E-kerzh unan eus he c'hefridioù e rankas pradañ e Turkia.
E 1944, maodiern an Aer e gouarnamant kentañ Charles de Gaulle a zivizas krouiñ Korf kentañ al levierezed milourel diwar skouer ar re a oa bet savet gant Marina Raskova en URSS e-kerzh an Eil Brezel-bed. Levierezed gall brudet a voe galvet, Maryse Bastié, Élisabeth Boselli, Anne-Marie Imbrecq, Élisabeth Lion ha Maryse Hilsz en o zouez. Goude ur predad embreger e Châteauroux hag ur c'helc'hiad studioù e Tours e voe degemeret an holl anezho. Maryse Hilsz a voe an hini gentañ o vout anvet en Aerlu gall ; isletanant e voe er GLAM (Groupe de Liaisons Aériennes Ministérielles).
D'an 30 a viz Genver 1946, p'edo o nijal kostez Bourg-en-Bresse e-kerzh ur veaj a Villacoublay da Varinhana (Bouches-du-Rhône) e frimas lankerioù he Siebel Si 204 GLAM, tarzhañ a reas lost an nijerez, ha lazhet e voe ar skipailh : al levierez hag an tri isletanant all a oa war vourzh[15].
Da heul ar gwallzarvoud-se (hag abalamour ma oa bet anvet maodiern an Aer d'ur post all) e paouezas an Aerlu gall da duta levierezed.
E bered Levallois-Perret emañ bez Maryse Hilsz[16].
Rekordoù (etrebroadel, merc'hed)
kemmañDeiziad | Rekord | Lec'h | Nijerez |
---|---|---|---|
12/11/1930 – 07/02/1931 | Hed : > 20 000 km | Le Bourget-Saigon-Le Bourget | Morane-Saulnier MS.60 Moth F-AJOE |
31/03/1932 | Hed : 24 000 km | Le Bourget-Antananarivo | Farman 291 F-ALUI |
19/08/1932 | Uhelder : 9 791 m | Villacoublay | |
1933 | Hed ha padelezh (5 devezh) | Pariz-Tokyo-Pariz | |
1934 | Hed (c. 35 000 km) ha pedelezh (5 devezh) | Pariz-Tokyo-Pariz | Bréguet 330 "Joe III" F-AKFM |
1935 | Tizh (2e 29', 276 km/eur) | Buc-Canas | |
23/06/1936 | Uhelder : 14 310 m | Villacoublay | Potez 506 |
29/08/1936 | Padelezh : 1e 52' 43" | Buc | Caudron-Renault 685 Super Rafale |
Levrlennadur
kemmañ- (fr) DE CHAZEAUX, Olivier : Maryse Hilsz, Éditions Jean-Claude Lattès, 2000 (ISBN 978-2-7096-2082-6)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) 'Info-Levallois'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) 'Aéro-Bigorre'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) '"Maryse Hilsz" – Les Ailes n°1047, 09/02/1946'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) '"Maryse Hilsz vue par Maryse Bastié" – L'Air, 20/02/1946'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'The Pioneers'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) 'Popular Aviation, Ebrel 1936. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) 'Golden Years of Aviation'.
- ↑ Kartenn.
- ↑ (en) 'Golden Years of Aviation'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) LONG, Elgen M. & LONG, Marie K. : Amelia Earhart – The Mystery Solved, Sion & Schuster, 1999 (ISBN 978-0-7432-0217-6) – En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'Bréguet 1918-1939 p. 21. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Golden Years of Aviation'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) Kartenn.
- ↑ (fr) HIRSCHAUER L. & DOLLFUS Ch. : L'Année aéronautique 1936–1937, Dunod, 1937 – En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'L'Aérophile niv. 12, Kerzu 1937 p. XXIII — skrivet *Milsz, ha 07/07/1936 eo an deiziad. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'L'Aérophile, Even 1946. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) Potez 506
- ↑ (en) 'Flight, 29/01/1948. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'Aviafrance'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'L'Aérophile niv. 12, Kerzu 1937 p. XXII. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'Air Journal, 30/01/2011. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'Cimetières de France et d'ailleurs'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'WikiTimbres'. Kavet : 24 Mezheven 2019.