Lemojez
An ti-gar.
An ti-gar.
Ardamezioù
Anv okitaneg Limòtges
Anv gallek (ofisiel) Limoges
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Akitania-Nevez
Departamant Haute-Vienne (prefeti)
Arondisamant Lemojez
Kanton pennlec'h eus c'hwezeg kanton
Kod kumun 87085
Kod post 87000, 87100, 87580
Maer
Amzer gefridi
Alain Rodet
2008-2014
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération Limoges Métropole (sez)
Lec'hienn web www.ville-limoges.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 132 175 ann. (2017)[1]
Stankter 1 694 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
45° 51′ Norzh
1° 15′ Reter
/ 45.85, 1.25

45° 51′ Norzh
1° 15′ Reter
/ 45.85, 1.25

Uhelderioù bihanañ 209 m — brasañ 431 m
Gorread 78,03 km²
Lec'hiadur
France relief location map.jpg
Lec'hiañ ar gêr
Lemojez


Lemojez (Limòtges pe Lemòtges en okitaneg, Limoges e galleg) zo ur gêr e-kreiz Bro-C'hall, pennlec'h departamant an Haute-Vienne ha kêr-benn Bro-Lemojez. Bez' e oa betek 2015 kêr-benn ar rannvro Limousin. Emañ bremañ er rannvro Akitania-Nevez.

DouaroniezhAozañ

War ar stêr Vienne emañ Lemojez

AnvAozañ

Stummoù skrivetAozañ

  • Augustoritum (It. Ant.)
  • Ausritum (Table de Peutinger)
  • Civitas Lemovicum (Not. Gall., XII, 3)
  • Urbs Lemovicumn ou Lemovicina, Lemovica, Lemovicae, Lemovicas (Gregor Teurgn)
  • Lemmovix Agustoredo (Prou 1934 en 629 / 639) [2]

GerdarzhAozañ

A) Augustoritum : latin *Augusta- = impalaer (amañ evit Aogust, impalaer roman kentañ); keltiek *rit- = roud.

Da lavarout ː ar gêr dindan anv an impalaer, e-kichen ar roud.

B) Lemovices civitas = kêr(-benn) al Lemovices.

ArdamezioùAozañ

  En gul e hantergorf Sant Marsial gwisket ha kelc'hiet en aour, hebiaet ouzh dehoù gant un S en aour hag ouzh kleiz gant un M ivez en aour ; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour.

IstorAozañ

War a seblant, ne oa ket anezhi kent ar Romaned.

Savet e vije bet gant ar Romaned da vare a Impaler Oktav Aogust (-27 / 14)

Eskopti Lemojez a zo meneget evit ar wech kentañ e 475, da vare Sidonius Apollinaris.

Er bloaz se, abalamour an "emglev mezus" etre Julius Nepos hag Alarig, Lemojez a zo bet staget ouzh rouantelezh ar Wizigoted Akitania, Alarig o vezañ ar Roue.

An eskop kentañ meneget e oa Ruricius, war dro 485 [3]

Adalek an Xt kanted, e oa e Limojez rannet etre div gêr mogeriet, enep an eil eus eben ː ar Gêr, azezet war Krec'h Sant-Stefan ha Kastel Sant-Marsial, en-dro abati Sanctus Martialis, diazezet er bloaz 848, hag annezlec'h ar c'hont. [4]

Ar pont roman kentañ a zo bet diskaret e 1182, hag adsavet war diazezoù roman.

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

  • Abati Sant Marsial a zo bet diskaret ha dismantret e-kerzh an Dispac'h gall. Un dresadenn a-blad diouti e 1784 a chom. [5]

SkeudennaouegAozañ

Emdroadur ar boblañs 1793-2008Aozañ

 

MelestradurezhAozañ

Roll ar maered
Mare Anv Strollad Karg
1990 → bremañ Alain Rodet PS Kannad (abaoe 1981)
1956 1990 Louis Longequeue PS Senedour (1977-1990)>
Kannad (1958-1977)
Prezidant ar C'huzul rannvroel Limousin (1981-1986)
1947 1956 Léon Betoulle SFIO
1945 1947 Georges Guingouin PCF
1944 1945 Henri Chadourne PCF
1941 1944 André Faure Dehou diseurt
1912 1941 Léon Betoulle SFIO Kannad (1906-1924)
Senadour (1924-1940)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud brudetAozañ

  • Sant Marsial, eskop kentañ Lemojez, war dro fin Iñ kantved. Gouel ː Iñ Gouere. [6]

Tud bet ganet enoAozañ

Tud bet ganet ha marvet enoAozañ

Kêrioù gevelletAozañ

Bro Kêr Abaoe
  Belarus Hrodna 1982
  Tchekia Plzeň 1987
  Alamagn Fürth 1992
  Stadoù-Unanet Charlotte 1992
  Japan Seto 2003

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

LevrlennadurAozañ

  • Françoise Prévot ː Topographique chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. VI. Province ecclésiastique de Bourges (Aquitania Prima). De Boccard. 1989.
  • Claude-Youenn Roussel ː La mainmise des Bretons sur le Limousin-Périgord 1274-1522. Guénégaud. 2002

Daveoù ha NotennoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Françoise Prevot. p. 71-72
  3. Faustus a Riez (Ep. 5)
  4. Françoise Prevot. p. 72
  5. Archives départementales de la Haute-Vienne. Françoise Prévot, p. 71
  6. M.N. Bouillet ː Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Hachette & Cie. 1863
  7. Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993