20 Mae
deiziad
(Adkaset eus 20 a viz Mae)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1497 : John Cabot a ya kuit eus Bristol, war bourzh e vag The Mathew da vont war-glask douaroù en tu all d'ar Meurvor atlantel.
- 1498 : Vasco da Gama a erru e Kozhikode war aod kornôg India.
- 1794 : krouidigezh banniel Bro-C'hall a-vremañ.
- 1873 : Levi Strauss a laka ur breou war ar bragoù jeans ijinet gantañ.
- 1883 : kregiñ a ra ar menez-tan Krakatau da vezañ oberiant : dislonkañ a ray tri miz diwezhatoc’h.
- 1900 : deroù an eil C'hoarioù Olimpek e Pariz ; 1 066 atletour, deuet eus 26 bro, a genstriv e 17 sport ha 85 kevezadenn.
- 1902 : Kuba dizalc’h diouzh ar Stadoù Unanet.
- 1943 : aet Tchang Kaï-chek da brezidant Republik Sina.
- 1944 : deroù ur referendom pevar devezh en Island war an unaniezh gant Danmark. Tremen 97% eus ar voterien a sav a-du gant lakaat un termen d'an unaniezh-se ha 95% a sav a-du gant ur vonreizh republikan nevez.
- 1951 : lakaet eo Juluan Maner da wenvidig gant ar Pab Pi XII.
- 1980 : referendom e Kebek war dizalc’hiezh ar vro : 60% eus an dud a zibab an « nann ».
- 1995 : en un eil referendom war dizalc’hiezh Kebek eo trec’h an « nann » adarre, met war-bouez nebeut.
- 2002 : dont a ra Timor ar Reter da vezañ dizalc’h diouzh Indonezia.
- 2008 : dek vloaz goude e grogad diwezhañ, Skipailh Breizh ar vell-droad a zo trec'h 3-1 war hini Kongo.
- 2012 : Montpellier Hérault Sporting Kleub a ya da gampion Bro-C'hall mell-droad evit ar wech kentañ.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1753 : Toussaint Louverture, brogarour ha dispac'hour haitian.
- 1799 : Honoré de Balzac, skrivagner gallek.
- 1806 : John Stuart Mill, prederour saoz.
- 1860 : Eduard Buchner, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1907.
- 1882 : Sigrid Undset, skrivagnerez norvegek, tapet Priz Nobel al lennegezh ganti e 1928.
- 1900 : Lorenzo Fernández, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat.
- 1901 : Max Euwe, kelenner jedoniezh ha mestr meur echedoù izelvroat.
- 1906 : René Jayet, filmaozer, produour ha saver senario gall.
- 1935 : José Mujica, 40vet prezidant Uruguay (2010-2015).
- 1944 : Joe Cocker, kaner blues saoz.
- 1981 : Iker Casillas, melldroader etrebroadel spagnol.
Marvioù
kemmañ- 1277 : ar pab Yann XXI.
- 1506 : Kristol Goulm, ergerzher.
- 1622 : Osman II, sultan an Impalaeriezh otoman.
- 1834 : Markiz La Fayette, milour ha den-stad gall.
- 1864 : John Clare, barzh saoz.
- 1940 : Verner von Heidenstam, skrivagner svedek.
- 1971 : Waldo Williams, barzh kembraek.
- 2012 : Robin Gibb, kaner-sonaozer breizhveuriat, unan eus an tri breur o devoa krouet ar strollad Bee Gees.
- 2013 : Ray Manzarek, kaner ha soner klavier stadunanat, unan eus pevar c'hrouer ar strollad The Doors.
Lidoù
kemmañ- Devezh ar vro: