Waldo Williams (30 a viz Gwengolo 190420 a viz Mae 1971) a oa ur skrivagner kembraek, unan eus barzhed pennañ Kembre en XXvet kantved, brudet e vennozhioù peoc'hgarour, krenour, broadelour ha sokialour.

Waldo Williams
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet, Kembre Kemmañ
Anv-bihanWaldo Kemmañ
Anv-familhWilliams Kemmañ
LesanvWaldo Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Gwe 1904 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHwlffordd Kemmañ
Deiziad ar marv20 Mae 1971 Kemmañ
Lec'h ar marvHwlffordd Kemmañ
Lec'h douaridigezhClunderwen Kemmañ
TadJ. Edwal Williams Kemmañ
MammAngharad Jones Kemmañ
Breur pe c'hoarMorvydd Monica Williams, Dilys Williams Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkembraeg, saozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridkembraeg Kemmañ
Micherbarzh, kelenner Kemmañ
ImplijerSkol-veur Aberystwyth Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Aberystwyth, Kimbolton School Kemmañ
Strollad politikelPlaid Cymru Kemmañ
Oberenn heverkDail Pren Kemmañ
Diellaouet gantLevraoueg Vroadel Kembre Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.waldowilliams.com Kemmañ

Ganet e voe e Hwlffordd, e Sir Benfro, e 1904. Kembraeger e oa e dad met saoznegerez e vamm. Saozneg da gentañ a voe desket gant ar paotrig, em lakaas da gembraegañ pa zilojas e dud da vont da Vynachlog-ddu, e hanternoz Sir Benfro, al lec’h ma oa bet anvet e dad da rener-skol ha ma oa ar c’hembraeg yezh an darn vrasañ eus an dud.

Studioù saozneg a reas Waldo Williams e skol-veur Aberystwyth. Kelenner e voe goude se, e meur a lec’h, e Kembre hag e Bro-Saoz. E-pad an Eil Brezel-bed e nac’has servijout en arme. Da vare Brezel Korea (1950-1953) e nac’has paeañ e dailhoù da ziskouez e oa a-enep ar brezel-se. Abalamour da se e voe toullbac'het div wech e deroù ar bloavezhioù 1960.

E 1959 ec'h eas war ar renk en anv Plaid Cymru e dilennadeg kannad Sir Benfro ha tapout a reas 4,32% eus ar mouezhioù.

Mervel a reas en ospital Hwlffordd e 1971 ha beziet e voe e Llandysilio.

Skridoù

kemmañ

Merket eo e varzhoniezh gant e vennozhioù peoc'hgarour ha dengarour. Skrivañ a rae hervez reolennoù ar varzhoniezh kembraek hengounel, anvet cynghanedd (“kenganez”), met gwelet a reer ivez en e skridoù levezon barzhed saoznek evel William Wordsworth ha Walt Whitman. Ur barzh tost d’ar bobl e oa, ha kanañ a rae buhez ar bobl-se en e werzennoù. Met levezonet-don eo e skridoù ivez gant e vennozhioù kristen.

Embann a reas barzhonegoù ha pennadoù e-barzh kelaouennoù kembraek eus e amzer, evel Y Ford Gron ("An Daol Grenn") hag Y Traethodydd ("An arnodkriver"), met ne voe embannet nemet un dastumad eus e varzhonegoù e-pad e vuhez, Dail pren.

Oberennoù

kemmañ

Studiadennoù diwar e benn

kemmañ
  • Waldo Williams en dastumad Cyfres y Meistri ("Steud ar Vistri", 1981) embannet gant Robert Rhys, Gwasg Christopher Davies.
  • Waldo Williams en dastumad Llên y Llenor ("Lennegezh ar Skrivagner", 1985) gant Ned Thomas.
  • Waldo Williams en dastumad Bro a Bywyd ("Bri ha Buhez", 1996) embannet gant James Nicholas, embannadurioù Barddas.