D. J. Williams
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
David John Williams (Pen-rhiw, e parrez Llansawel, 26 a viz Mezheven 1885 – Rhydcymerau, 4 a viz Genver 1970) a oa ur skrivagner kembraek brogarour kembreat.
Kemer a reas perzh e krouidigezh Plaid Cymru. Asambles gant Saunders Lewis ha Lewis Valentine ez eas, d'an 8 a viz Gwengolo 1936, da c'hwezhañ an tan e skol vombezañ Penyberth, e gwalarn Kembre, ha prizoniet e voe da-heul.
Oberennoù skrivet
kemmañ- Hen wynebau ("Dremmoù kozh"), 1934. Poltredoù eus tud e vro.
- Storïau'r tir ("Istorioù an douar"), 1936, 1941, 1949. Teil levrenn danevelloù.
- Hen dŷ ffarm ("An atant kozh"), 1953. E vuhezskrid.
- Yn chwech ar hugain oed ("Pa oan c'hwec'h warn-ugent"), 1959. E vuhezskrid.
- Y gaseg ddu ("Ar gazeg zu"), 1970. Danevelloù.
Daveoù
kemmañ- (en) Jenkins, Dafydd. D. J. Williams (Writers of Wales). Cardiff : University of Wales Press, 1973 (ISBN 978-0-7083-0461-7)
- (en) Stephens, Meic. Williams, David John (1885-1970). In : The new companion to the literature of Wales. Cardiff : University of Wales Press, 1998 (ISBN 978-0-7083-1383-1)