Kastell Josilin
Kastell Josilin, war ribl an Oud.
Kastell Josilin, war ribl an Oud.
Anv gallek Château de Josselin
Marevezh pe stil Krennamzer, azginivelezh
Doare kastell Kastell-kreñv
Deroù ar savidigezh 1008
Dibenn ar savidigezh 1520
Perc'henn
a-vremañ
Josselin hag Antoinette de Rohan-Chabot
Implij a-vremañ Lec'h prevez (digor d'an dud diavaez)
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel rummet (1928)
Lec'hienn rummet (1948)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 47° 57′ 08″ N, 2° 32′ 50″ K
Bro Breizh Breizh
Bro hengounel Bro-Gwened Bro-Gwened
Departamant Mor-Bihan
Kumun Josilin
Lec'hienn ofisiel chateaudejosselin.com

Emañ Kastell Josilin e kreiz kêr Josilin, e Breizh, war ribl ar stêr Oud.

Istor kemmañ

Gant Gwezhenneg, beskont ar Porc'hoed, Roc'han hag ar Gemene, ha kar da familh konted Roazhon, e vije bet savet ar c’hastell kentañ war-dro ar bloavezh 1008. Savet e oa bet war un dorgenn roc’hellek a valire a-us ar stêr Oud. Abaoe an IXvet kantved ivez e teu tud da bardoniñ da iliz Itron Varia an Drezeg e miz Gwengolo. Gant ar birc’hirinded-se e kreskas brud ha pinvidigezh Josilin hag e dudjentil. Hiziv c’hoazh ez eo unan eus pirc’hirindedoù brasañ Bro-Gwened, war-lerc’h hini Santez-Anna-Gwened.

E 1154, Eudon Porc’hoed, tad-kaer ha kulator an dug yaouank Konan IV, a glaskas bodañ aotrounez all a Vreizh evit lemel e wirioù hêr digant e vab-kaer. Trec’het e voe gant Herri II, roue Bro-Saoz ha dug Anjev, a oa kevredet gant Konan IV. Gant Herri II e-unan e voe distrujet kastell Josilin ha lakaat a reas teurel holen war ar rivinoù.

 
Penn delwenn Olier Klison

Olier Klison, a brenas douaroù aotrou Josilin e 1370, hag adsevel a reas ur mell kastell gant eizh tour hag un tour-meur 90 metr uhelder. Dimeziñ a reas e verc’h, Beatrix, gant Alan VIII Roc'han, eus Tiegezh ar Roc'haned, a oa o c’hastell un ugent kilometr bennak diouzh Josilin.

E 1488 e voe aloubet ar c’hastell gant dug Breizh, Frañsez II, ha kroget d’e zistrujañ.. Gant e verc’h, Anna, e voe rentet da Yann II Roc'han, mab-kuñv da Olier Klison.

Gant hennezh e voe treuzfurmet ar c’hastell : dont a reas da vezañ ur c’hastell annez gant un tal greunvaen kizellet-kaer, unan eus skouerioù kentañ arz an Azginivelezh e kornôg Europa, savet gant micherourien deuet eus Italia. Gant Yann II Roc’han e voe lakaet kizellañ un toullad A-où bras, en enor d’an Dugez Anna.

Skarzhet e voe ar Roc’haned eus Josilin dre ma oant protestanted hag aloubet e voe o c’hastell gant Dug Mercœur, unan eus pennoù bras nerzhioù katolik ar C’hevre enebet ouzh ar roue nevez Herri IV.

E 1603 e voe graet un dugelezh eus beskontelezh ar Roc’haned gant ar roue Herri IV, hag en em ziazezañ a reas Herri II Roc'han e kastell Pondi. Kardinal Richelieu a lakaas dizalbadiñ tour-meur ha pevar zour all eus kastell Josilin e 1629. Ha disklêriañ a reas d’an dug Herri II, unan eus pennoù bras ar brotestanted : « Monseigneur, je viens de jeter une bonne boule dans votre jeu de quilles ! » (Aotrou, ur voul emaon o paouez stlepel ouzh ho kilhoù).

En XVIIIvet kantved ne oa mui den ebet o chom er c’hastell ; implijet e voe evel toull-bac’h ha dastumlec’h e-pad an Dispac'h gall hag an Impalaeriezh c'hall kentañ. E 1822 e krogas dug Roc’han d’e adsevel, diwar ali dugez Berry, Caroline de Bourbon-Siciles.

Hiziv emañ pevarzekvet dug Roc’han, Josselin de Rohan, o chom er c’hastell. Gallout a reer gweladenniñ porzh ar c’hastell hag un nebeudig salioù ma’z eus arrebeuri kozh (en o zouez an daol ma voe sinet Edid Naoned), taolennoù, un delwenn eus Olier Klison, diwar zorn ar c’hizeller Emmanuel Frémiet.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.