Ar Gemene
kumun ar Mor-Bihan
Ar Gemene | ||
---|---|---|
Porzh ar Roc'haned. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Guémené-sur-Scorff | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Gourin (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56073 | |
Kod post | 56160 | |
Maer Amzer gefridi | René Le Moullec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | www.guemenesurscorff.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 060 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 906 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 137 m bihanañ 118 m — brasañ 180 m | |
Gorread | 1,17 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar Gemene a zo ur gumun eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h kanton ar Gemene e oa betek 2015.
ArdamezioùAozañ
Palefarzhet : ouzh 1 en gul e nav mailhenn en aour ; ouzh 2 en erminig ; ouzh 3 geotet e dreustell gommek en glazur ; ouzh 4 en gul e groaz koñchek en aour. |
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe kumun ar Gemene e 1790; gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet ar Gemene ur c'hanton, hini ar Gemene, gant teir c'humun: Ar Gemene, Lokmac'hloù ha Persken; e Bann Pondi e oa. Miret ha brasaet e voe Kanton ar Gemene e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet ar Gemene en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[2],[3].
XXvet kantvedAozañ
- 111 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,32 % eus he foblañs e 1911[4].
- D'an 19 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman er Gemene[5].
- D’an 30 a viz Du 1943 e voe taget an archerdi gant tud eus ar Rezistañs ha kemeret ar pistolennoù gante[6],[7].
- Er skol Santez-Anna e voe toullbac'het tud ag ar Rezistañs gant an Alamaned[8].
- Div Yuzevez, ur plac'hig, Liliane Segal hag he mamm, Sala Segal, a voe serret gant an Alamaned d'ar 4 a viz Genver 1944; kuitaet o doa Pariz evit mont d'an Oriant, met dav oa bet dezhe dilojañ eus an Oriant abalamour d'ar bombezadegoù e miz C'hwevrer 1943 evit klask repu e Ploue da gentañ hag er Gemene da c'houde. E penn-kentañ miz C'hwevrer 1944 e chomjont e-pad un nebeud deizioù e kamp Drancy a-raok bout kaset, evel pemp Yuzev arall bet tapet en departamant er memes devezh, da Auschwitz d'an 10 a viz C'hwevrer gant ar steudad niverenn 68;
- Ti-post, 1944: d'ar 7 a viz Ebrel e voe tapet 153 923,60 Lur en ti-post ha 315 000 Lur e ti an tailhoù gant tud eus ar Rezistañs, ha 280 528,90 Lur en ti-post d'an 23 a viz Mae[9],[10].
- Ar Gemene a voe dieubet d'ar 4 a viz Eost 1944[11].
Anv F. Trebuil, unan eus tud ar Gemene bet fuzuilhet, ouzh monumant Porzh-Loeiz
- 20 den eus ar gumun a voe fuzuilhet, marvet er strouezheg pe er c'hampoù-bac'h[8]; d'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv pevar anezhe e-tal gwikadell Porzh-Loeiz[12].
- Fuzuilhet e voe ur gwaz ag ar gumun e Kernevez-Zinzeg e Berne, d'ar 16 a viz Gouhere 1944 abalamour d'e berzh er Rezistañs[13].
- Mervel a reas 32 zen abalamour d'ar brezel[14].
- Ur gwaz a varvas[15].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Ti ar Breujoù.
- Monumant ar re varv.
DouaroniezhAozañ
- War lez ar stêr Skorf emañ ar Gemene.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1800 | 1801 | Jean François Le Guyader | ||
1801 | 1807 | Louis Thomas Le Cloirec | ||
1807 | 1813 | Jean François Le Guyader-Dubotterff | ||
1813 | 1815 | Jean Marie Herpe | ||
1815 | 1821 | Julien Thomas Le Fur | ||
1821 | 1826 | Jean Marie Romain Peuchant | ||
1826 | 1832 | Joseph Louis Godet-Destouches | ||
1832 | 1835 | Jean Marie Romain Peuchant | ||
1835 | 1840 | Pierre Marie Le Gal | ||
1840 | 1853 | Jean Louis de Launay | ||
1853 | 1877 | Julien Peuchant | ||
1877 | 1892 | Louis Frédéric Champenois | ||
1892 | 1897 | Joseph Le Bris | ||
1897 | 1900 | Joseph Moroch | ||
1900 | 1904 | Joseph Le Bris | ||
1904 | 1906 | Charles Le Flahec | ||
1906 | 1911 | Désiré Chardevel | ||
1911 | 1915 | Jean François Daniel | ||
1915 | 1919 | Raphaël Guidy | ||
1919 | 1942 | Eugène Raude | ||
1942 | 1944 | André Le Coguic | ||
1944 | 1945 | Eugène Raude | ||
1945 | 1945 | Louis Le Ravallec | ||
Mae 1945 | 1966 | Charles Montmayeur | ||
1966 | 1966 | Jean Le Guennec | ||
1966 | Meurzh 1983 | Louis Hubert | ||
Meurzh 1983 | Meurzh 2001 | Jean Moec | Strollad Sokialour Gall | Kuzulier-departamant Kanton ar Gemene (1985-1992) |
Meurzh 2001 | Meurzh 2014 | Christian Perron | Strollad Komunour Gall | Kuzulier-departamant Kanton ar Gemene (2004-2011) |
Ebrel 2014 | bremañ | René Le Moullec | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
BrezhonegAozañ
- Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[17].
- D'ar 16 a viz Kerzu 2014 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- Pierre Le Bigault, marc'hhouarnour a vicher, e 1959.
- Hubert Graignic, marc'hhouarnour a vicher, e 1957.
- Joseph Loth, yezhoniour ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek, 27 a viz Kerzu 1847.
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 117, 175 ha 255
- ↑ Cassini - EHESS - Ar Gemene - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 126
- ↑ Joseph Oliviéro, Christian Perron ha Yannick Perron, Résistances et maquis en centre Bretagne, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 1997, pajenn 106
- ↑ [http://lesamisdelaresistance56.com/index.php/51-11-la-vie-de-nos-comites/ceremonies/255-ceremonie-de-bubry Les Amis de la Résistance
- ↑ 8,0 ha8,1 René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 42-43
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 121
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 308
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 130
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 23
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936