Padern
Padern (Paternus e latin) e oa eskob kentañ Gwened war-dro 560 hervez ar vojenn deuet betek ennomp. Eus Breizh e oa, pe marteze eus Kembre, nemet un den all e vije ar Padarn anavet e Kembre.
Ur Paternus all, Padern Avranches, zo bet eskob en Avranches e Normandi.
Mard eo asur ez eus bet un den anvet Padern evel eskob e Gwened, n'ouzer ket hag ar c'hentañ eo bet evel ma'z eo skrivet war roll kozh an eskibien. Pa 'z eus bet dalc'het ur sened-Iliz e Gwened war-dro 463 e c'heller krediñ e oa ur gumuniezh kristen eno d'ar mare-se. Pelloc'h e 610 e weler anv Modestus evel eskob Gwened deuet da sened-Iliz Orléans.
Daoust ma'z eus bet savet ur buhezskrid latin, ar Vita Paterni, ne gaver ket ennañ traoù hag a c'heller krediñ. Aet e vije Padern, ur galian-roman o chom en Arvorig anezhañ, da ziazezañ ur manati da Gembre, anvet Llanbadarn Fawr (Lanbadern Veur) e Ceredigion tost da Aberystwyth hag ivez manatioù all.
E Kembre
kemmañUn toullad ilizoù zo en e anv e Ceredigion ha Powys. Hini Llanbadarn Fawr e-kichen Aberystwyth eo an hini muiañ anavet.
- Llanbadarn Odwyn
- Llanbadarn Trefeglwys e Ceredigion
- Llanbadarn Fynydd
- Llanbadarn-y-garreg e Powys.
Dismantroù un iliz kozh zo nepell diouzh Llanberis, e Gwynedd, hag en e anv e vije bet, ma kreder ivez eo en e anv emañ Llyn Padarn ha Dolbadarn .