Pesk
| |||
---|---|---|---|
Pesked dour dous
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar pesked a zo loened dour mellkeinek, angelloù ouzh o c'horf, goloet o c'hroc'hen gant skant alies. Analat a reont gant brenkoù.
Er c'hontrol diouzh ar peder c'hevrennad mellkeineged all (bronneged, evned, divelfenneged ha stlejviled) ned a ket ar pesked d'ober ur gevrennad drezi he-unan er rummatadur klasel.
Pesked ha tud
kemmañDre ma vevont e-leizh en dourioù dous hag an dourioù sall e vezont preizet a-gozh gant an dud. Meur a deknik a zo bet implijet evit pesketa ha meur a ostilh lies e vent ken eo aet ar peskerezh eus un teknik hiniennel, hag ez eo c'hoazh, da live ar greanterezh pesketa gant bagoù-pesketa ramzel. Darn eus ar peskerezh a-yoc'h a ya da bourchas bleud pesked.
Implijet e vez ar pesked evit boueta an dud, koulz ha loened zo, ha teknikoù keginerezh a zo bet diorroet a-hed an amzer. Lodennoù eus ar pesked a vez implijet evit fardañ traezennoù evel dilhad, peg pe draoù arzel.
Emdroadur
kemmañRummatadur
kemmañWar-dro 28.000 spesad pesked a zo hag an darn vrasañ anezho a zo pesked askornek (27.000 spesad) :
- Iskevrennad Pteraspidomorphi (pesked kentidik hep javed)
- Kevrennad Thelodonti
- Kevrennad Anaspida
- (hep renk) Cephalaspidomorphi (pesked kentidik hep javed)
- (hep renk) Hyperoartia
- Kevrennad Galeaspida
- Kevrennad Pituriaspida
- Kevrennad Osteostraci
- Infraskourrad Gnathostomata (mellkeineged gant javedoù)
- Kevrennad Placodermi (pesked hobregonet, aet da get)
- Kevrennad Chondrichthyes (pesked migornek)
- Kevrennad Acanthodii (aet da get)
- Uskevrennad Osteichthyes (pesked askornek)
- Kevrennad Actinopterygii (pesked skinek o angelloù)
- Iskevrennad Chondrostei
- Urzhiad Acipenseriformes
- Urzhiad Polypteriformes
- Iskevrennad Neopterygii
- Iskevrennad Chondrostei
- Kevrennad Sarcopterygii (pesked ranngelc'hiek o angelloù)
- Iskevrennad Coelacanthimorpha
- Iskevrennad Dipnoi
- Kevrennad Actinopterygii (pesked skinek o angelloù)