Elona quimperiana
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Kerentiad : | Elonidae | ||
Genad : | Elona | ||
Anv skiantel | |||
Elona quimperiana (Férussac, 1821) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Elona quimperiana[1] zo ur spesad maligorned-douar er c'herentiad Elonidae. Ar spesad nemetañ eo en e gerentiad ; gwarezet eo gant Unaniezh Europa en abeg da se[2].
Eus kêr Gemper e teu e anv skiantel.
Deskrivadur
kemmañGant an naturelour gall André Étienne d'Audebert de Férussac (1786–1836) e voe deskrivet da gentañ hag anvet Helix quimperiana e 1821[3] :
Mentoù ar grogenn eo 20 - 30 mm a dreuzkiz ha 10 – 12 mm a ledander.
Levn ha unliv eo ar grogenn danav ha damvoull, pemp pe c'hwec'h troellennad dezhi hag un izelenn par d'ur begel don en he c'hreiz. Ledan ha ront eo al laez, tanav ha direol eo ar rizennoù kreskiñ, niverus ar greunderioùigoù ront ha balirek.
E stumm ul loargresk eo an digor, hag amskouer un tamm ; gwenn eo ar ribl anezhañ, o valirañ en diavaez hag an daou benn distok diouzh an droellennad diwezhañ.
Ken tanav eo ar grogenn ma tamweler korf al loen a-dreuz dezhi, pezh a ro un neuz vrizh dezhi.
-
An troellennadoù
-
An digor
-
Ar begel
Annezva
kemmañLec'hioù gleb ha disheoliet a blij da Elona quimperiana, ar c'hoadegi derv (Quercus spp.) ha faou (Fagus sylvatica) dreist-holl met gouest eo da vevañ e-touez gwez all o delioù kouezhus ha zoken war tachennoù ma'z eus avalpineged ouzhpenn. E Breizh e vev e tailherisoù fav edan derv uhel, gant lus (Vaccinium myrtillus) en o c'hichen.
E-maez ar c'hoadegi e kaver ar maligorn ivez, er mogerioù pe an dismantroù e-tal tachennoù gleb pe stêrioù bihan ; e geotegi gleb disheoliet, lannegi, mougevioù ha liorzhoù e vev ivez.
E Breizh-Izel a-bezh, en Euskal Herria, e Kantabria, en Asturiez hag e Galiza e vev al loen ; biskoazh n'eo bet kavet e Bro-C'hall.
Betek tremen 1&000 m a-us live keitat ar mor e kaver Elona quimperiana en Euskal-Herria.
E Breizh-Izel en e gaver etre 100 ha 300 m ; lod hiniennoù zo bet kavet e Breizh-Uhel e Koad Pempont, ma'z int bet strewet tro-dro da greizenn vevoniezh Pempont.
Daou c'houlakadur zo bet kinniget evit displegañ perak ne gaver Elona quimperiana nemet e Breizh hag e aodoù norzh Spagn : bez' e oa eus al loen a Vreizh da C'haliza betek ma'z eas ar boblañs da get etrezo ; genidik eus Euskal Herria eo ar spesad, ha degaset eo bet da Vreizh.
Un trede displegadur eo an eskemmoù dre vor etre an daou lec'h, dre ar besketaerien hag ar genwerzhourien.
N'emañ ket Elona quimperiana en arvar evit poent, met a-dammoù e ya e annezva a-feur ma vez distrujet koadoùigoù ha kleuzioù.
Diorroadur
kemmañAdalek e 2 vloaz ez eo gouest Elona quimperiana da ouennañ. Div wech ar bloaz (Ebrel-Mae ha Gwengolo-Here) e tozv e vioù e frailhoù, war skosoù, ouzh troad ar gwez, dindan bernioù keuneud ha bernioù mein.
Buan pe vuanoc'h e kresk al loenedigoù, diouzh an hiniennoù ha mare o ganedigezh. War-dro an hanter eus ar boblañs a vev betek daou vloaz hanter, ar re goshañ o tizhout tri bloaz. Bras eo mervent ar re yaouank en abeg ma vezont preizhet gant c'hwiled (Carabidae), ha goude gouennadur an nevezamzer peurliesañ e varv ar re gozh.
Oberiantiz
kemmañElona quimperiana ne hañv ket, nemet e vefe tomm-gor an amzer. Goañviñ a ra un tamm eus ar boblañs, ar re yaouank dreist-holl, e riboulioù krignered, dindan keuneud, man, skosoù pe e frailhoù.
Diouzh noz peurliesañ e vez oberiant, ha war an deiz pa vez glav. Diouzh ar gwrezverk e vez oberiantiz al loen : seul dommoc'h an amzer, seul wanoc'h an oberiantiz. A-hed an deiz e chom en e grogenn, e lec'hioù gleb amgoulaouet ma vez stabil ha klouar ar wrez.
Oberiantoc'h e vez e Breizh pa vez koumoulek an amzer ha tro-dro da 15–20°C ar wrez ; oberiant-kenañ e c'hall bezañ pa vez glav.
Boued
kemmañFungi eo boued pennañ Elona quimperiana. E gavout a ra war keuneud ha delioù marv an derv hag ar faou. Pa ne vez ket e tebr kaoc'h pe atredoù, ha loened all a-wechoù.
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) A. Moquin-Tandon : Histoire naturelle des mollusques terrestres et fluviatiles de France, Librairie de l'Académie Impériale de Médecine, 1855 (pp. 129-131)
- (en) E. Gittenberger : On Elona , e Macologia – Proceedings of the Sixth European Malacogical Congress, Amsterdam, 1977 (pp. 139-145)
- (fr) F. Bensettiti & V. Gaudillat : Cahiers d'habitats Natura 2000 - levrenn 7, La Documentation française, 2004 (INPN)
Notennoù
kemmañ- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent ; "maligorn Kemper" a vez graet anezhañ e meur a yezh.
- ↑ (fr) Sturiad 92/43 - Stagadennoù II (p. 33) & IV (p. 50)
- ↑ Tableaux systématiques des animaux mollusques classés en familles naturelles, dans lesquels on a établi la concordance de tous les systèmes; suivis d'un prodrome général pour tous les mollusques terrestres ou fluviatiles, vivants ou fossiles