Melc'hwed-krogennek

(Adkaset eus Maligorned)

Maligorned[1], melc'hwed-klorek[2], melc'hwed-kornek[2], melc'hwed-krogennek[2], melc'hwed-krogilhennet[2], melc'hwed-moger[2], melc'hwed-podek[2] a reer eus blotviled krogennek hag a vev en dour dous, en dour mor pe war an douar (40% anezho)[3].
An 40% diwezhañ-se dreist-holl a anaver mat, p'en o c'haver el liorzhoù. Gasteropoded int, a vev diwar plant hepken, pe diwar plant ha loened, pe diwar loened hepken, pe diwar lastez. Ur grogenn rodellet o deus, bras a-walc'h evit ma c'hellfe al loen en em zidennañ penn-da-benn enni.

Angustopila dominikae, bihanañ maligorn douar ar bed
(e krao un nadoz amañ)

Tremen 50 000 spesad maligorned zo ; pouezus int e sevenadur mab-den, pa vezont maget ha debret ha pa vez stourmet outo.

Annezva

kemmañ

E pep lec'h ez eus maligorned-douar, zoken en dezerzhioù ; maligorned-dour a gaver en holl stêrioù (war-dro 4 000 spesad) hag er morioù betek an abisoù, da lavarout eo izeloc'h eget 3 000 m dindan live keitat ar mor.

Deskrivadur

kemmañ
 
Helix pomatia, « maligorn Bourgogn »
 
  1. Krogenn
  2. Avu
  3. Skevent
  4. Fraezh
  5. Toullig analañ
  6. Lagad
  7. Brec'h
  8. Gwerblenn an empenn
  9. San halv
  10. Genoù
  11. Kof
  12. San ar gouennañ
  13. Kalc'h
  14. Gouin
  15. Sac'had daredoù
  16. Troad
  17. Stomog
  18. Lounezh
  19. Mantell
  20. Kalon
  21. San sper
Ment
 
Syrinx aruanus

Ledan-kenañ eo skalfad mentoù kregin ar maligorned en o oad, pa'z eo ar spesad brasañ 900 gwech brasoc'h eget an hini bihanañ : Syrinx aruanus, 91 cm ha 18 kg — maligorned-mor all, < 1 mm.
En Afrika ar C'hornaoueg e kaver ar brasañ maligorned-douar, ar spesad Achatina achatina, betek 30 cm o c'hrogenn hag 1 kg a bouez enno.

Analadur

Lod maligorned a anal dre skevent evel an darn vuiañ eus al loened a vev war an douar, lod all a ra dre vrenkoù evel an darn vuiañ eus ar re a vev en dour.
Koulskoude, kement a spesadoù maligorned zo emdroet war an Douar a-hed istor ar blanedenn ma kaver maligorned o deus brenkoù war an douar ha re o deus skevent er stêrioù hag er morioù.

E genoù an darn vuiañ eus ar maligorned ez eus un doare teod warnañ miliadoù a vegennoùigoù hag a labour evel ul livn a-benn drailhañ ar boued.
Geotdebrerien eo an darn vrasañ eus ar maligorned (re ar morioù a zebr bezhin), hogen lod zo hollezat ha lod all zo preizherien kigezat.

Maligorned ha mab-den

kemmañ
Anv-tiegezh
Boued

Maget e vez maligorned, Helix pomatia ha Cornu aspersum dreist-holl, evit sevel meuzioù cheuc'h e keginerezh Europa. Maligorned all a vez debret en Afrika hag en Azia da dapout protein.
War aodoù ar bed a-bezh e vez debret maligorned mor.

 
Rumina decollata
Mouk Tir
Mouk Tir
CMYK (45, 100, 47, 42)
HSV (235°, 98%, 40%)
HTML #66023c
sRGB (102, 2, 60)
Gounezerezh

Fall eo ar maligorned evit ar gounezerezh dre vras, abalamour ma tebront ar plant yaouank. Klask a reer o lazhañ dre zisastuzerioù kimiek, dre kenderc'hadoù huelenn pe gignen enno. Lod labourerien-douar a glask mirout outo a bignat er gwez dre lakaat ur gwiskad kouevr tro-dro d'ar c'hef anezho, pe dre skuilhañ tammoù klor vioù war al leur a-benn mirout ouzh ar maligorned a ruzañ.
Un doare all zo bet klasket, dre zegas maligorned preizher Rumina decollata eus diazad ar mor Kreizdouar ; ar re-se a zebr maligorned al liorzhoù ha gasteropoded all evel ar melc'hwed.

Gwezeladoù

Gwezeladoù evit yec'hed ar c'hroc'hen a vez fardet diwar Helix aspersa rak sikour a reont da gleizhennañ ar goulioùigoù, da vouestaat ar c'hroc'hen, da beuzdiverkañ ar roufennoùigoù ha da bareañ an akne.

Sevenadur
  • Peogwir ez eo gorrek ar maligorned ez int bet lakaet da arouez al leziregezh gant ar Gatoligiezh ; en Testamant Nevez ez eus lakaet ur velc'hwedenn da gastiz (Levr ar Salmoù 58:9).
  • En Henamzer e farded gant borc'hadur maligorned-mor ar c'herentiad Muricidae ul liv anvet mouk Tir. Ker koustus e oa kenderc'hañ al liv-se ma ne veze arveret nemet gant an dud pinvidik-mor, alese lod arlivioù glas ha mouk hag a zo arouez ar binvidigezh, ar rouelezh ha galloud kardinaled ar gatoligiezh.

Skeudennaoueg

kemmañ
 
Theba pisana (ront) ha
Cochlicella acuta (begek)
bet enbroet e Kadina, South Australia

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Bukit war ar skeudenn evit gwelout an alc'hwez

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur Ménard
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 Devri
  3. Solem, Alan & Van Bruggen, A. C. : World-wide Snails, E.J. Brill/W. Backhuys, 1984 (ISBN 978-90-04-07417-0)
  4. Deshayes, Albert : Dictionnaire des noms de famille bretons, Le Chasse-Marée/ArMen, 1995 (ISBN 978-2-903708-61-0)