Tour-tan ar Maen

tour-tan e Breizh
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Maen[1][2] (Ar-Men hervez ar velestradurezh) zo un tour-tan kroget d'e sevel e 1867 hag a voe echuet e 1881 en enezeg Sun, e kornôg pellañ Breizh. War unan eus ar c'harregoù a ya d'ober "Chaoser Enez-Sun" emañ.

Tour-tan ar Maen
Ar-Men
Map
Lec’hEnez-Sun, Enez-Sun, Rannvro Breizh, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 03′ 01″ N 4° 59′ 50″ W / 48.0503, -4.9972
Tour
Savet1867 Edit this on Wikidata
Dafarmaen Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1990 Edit this on Wikidata
Uhelder37 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor33,5 metr Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel rummet Edit this on Wikidata
Gweladenniñn'haller ket
Annezetn'eo ket
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ1881 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn29 metr Edit this on Wikidata
Diraez21 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalFl(3) W 20s Edit this on Wikidata
Trowardroiù Enez-Sun, hag ar Maen er Vazenn Yen

Brudet eo p'eo bet ken diaes sevel anezhañ war ur garreg a veze goloet gant al lanv. Meur a wech e oa bet distrujet al labourioù gant ar mor en deroù.

A-raok an emgefren e oa dañjerus-tre kas an daou evezhier di dre lestr.

Lesanvet eo ifern an ifernioù, da lavarout eo, an dañjerusañ ha displijusañ eus an tourioù-tan.

Levrlennadur

kemmañ
  • Ar-Men, l’Enfer des enfers, Emmanuel Lepage[3]

Daveoù

kemmañ
  1. Brezhoneg yezh ar mor.
  2. Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh, H. Peaudecerf, embannet gant TES, 2013, pp. 16-17.
  3. (fr) Ar-Men, l’Enfer des enfers. France Culture.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.