Brezel Vendée ( e galleg: La guerre de Vendée) eo an anv roet d'ar brezel diabarzh a oa bet etre ar roueelourien (ar re Wenn) hag ar Republikaned (ar re C'hlas) e kornôg Bro-C'hall etre bloavezh I ha bloavezh IV an Dispac'h gall (etre 1793 ha 1796).

Brezel Vendée
brezel
Rann eusKentañ Kengevreadur Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hVande Kemmañ
DeiziadKerzu 1793 Kemmañ
Deiziad kregiñMeurzh 1793 Kemmañ
Deiziad echuiñKerzu 1793 Kemmañ
PerzhiadKentañ Republik c'hall, Legitimism Kemmañ
Kartenn ar Vendée militaire

Liammet don eo, ha kemmesket alies, gant ar chouanerezh. Hollad an daou stourmad-se a vez graet anezho a-wechoù « Guerres de l'Ouest » e galleg. Ar chouanerezh a oa bet war ribl dehoù al Liger, padal emsavadeg ar Vendée a oa war ar riblenn gleiz. Vendée militaire a vez graet eus an tiriad emsavet e su ar stêr.

Evel e pep korn eus Bro-C'hall, ar Vendée a oa bet ul lec'h emsavadegoù peizanted etre 1789 ha 1792. An diforc'h bras a vo adal 1793 gant an emouestladenn veur ret evit al lu. An emsavadeg, anavezet ivez evel insurrection vendéenne, a oa kroget da vat. Da gentañ e oa anezhi un emsavadeg peizanted klasel met goude-se e oa deuet da vezañ un emsavadeg enepreveulziel.

Tamm-ha-tamm, a-hed an tri bloaz, e kemmas neuz ar brezel. Peoc'h a voe e-pad ur pennad, e nevez-amzer 1795. Hogen echuet e oa e penn-kentañ ar bloavezh 1796, e oa bet tro 200 000 den lazhet ha kalz distrujoù.

Gwerenn-iliz e Petit-Luc o taolenniñ soudarded ar Republik c'hall o lazhadegañ poblañs ar gêriadennig

Ur mare eo eus an Dispac'h gall a zegas tabut c'hoazh, dre an niver uhel a drevourien lazhet hag al lazhadegoù sevenet a-bep tu.

Lazhadeg Machecoul, tud ar Vendée o devoa lazhadeget republikaned ar gêr

Brezel ar Vendée hiziv-an-deiz

kemmañ

Bev eo c'hoazh ar brezel drastus-se. Simbol plakennoù an otoioù eus Vendée da skouer a zo hiziv-an-deiz reoù eus mare ar rouantelezh adsavet, kalon sakret Jezuz-Krist hag ar ger-stur liammet Utrique fidelis (Leal kement da unan evit an hini all)[1]

Lod tud eus Vendée a c'houlenn e vefe anavezet ar brezel-mañ evel ur gouennlazh eus tud Vendée e-pad an Dispac'h gall, dreist-holl e-pad mare ar Spont bras. Betek-henn n'eo ket bet degemeret dre lezenn.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ