Maximilien de Robespierre

(Adkaset eus Robespierre)

Maximilien François Marie Isidore de Robespierre ([ma.ksi.mi.ljɛ̃ fʁɑ̃.swa ma.ʁi i.zi.dɔʁ də ʁɔ.bɛs.pjɛʁ]), ganet d’ar 6 a viz Mae 1758 en Arras ha marvet dibennet d'an 28 a viz Gouere 1794 e Pariz, a oa ur gwiraour ha politikour gall, hag unan eus pennoù bras ar Reveulzi c'hall. Lakaet en doa war-sav “Ren ar Spont”, un diktatouriezh wadek.

Maximilien de Robespierre
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMaximilien de Robespierre Kemmañ
Anv-bihanMaximilien Kemmañ
Anv-familhRobespierre Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Mae 1758 Kemmañ
Lec'h ganedigezhArras Kemmañ
Deiziad ar marv28 Gou 1794 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvdibennañ Kemmañ
Lec'h douaridigezhErrancis Cemetery, Catacombs of Paris Kemmañ
TadFrançois de Robespierre Kemmañ
Breur pe c'hoarAugustin Robespierre, Charlotte de Robespierre Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, italianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Micherpolitiker, alvokad, kazetenner, reveulzier Kemmañ
Kargkannad gall, President of the National Convention, President of the National Convention Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Louis-le-Grand Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelKleub ar Jakobined Kemmañ
Relijiondeism Kemmañ
Perzhiad eDispac'h Gall Kemmañ
Diellaouet gantArchives nationales Kemmañ
Levezonet gantJean-Jacques Rousseau Kemmañ
Prizioù resevetConcours général Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Robespierre, taolenn dizanv e-tro 1790.
Ar bobl c'hall a anzav an hinienn penn kement hag dibadelezh an ene, stampenn dianav, 1794, Pariz, BnF.

Maximilien de Robespierre a zo ar vugel kosañ, diwar pemp. Koll a ra e vamm d'an oad a 6 vloaz. An tad a derc'h diouzh an tiegezh, Maksimilian a zo desavet a-benn neuze gant e zad-kozh eus kostez ar vamm. Goude studioù a zoare e skolaj Arras ha skolaj Louis-le-Grand e Pariz e dap un aotregezh war ar Gwir. Dont a ra da vezañ alvokad, hag e 1781 en em enskriv e kuzul proviñs Artois. Memes mare ez zo e-karg al lezvarn eskobel.

Dilennet kannad eus an Trede-urzh evit emvod Stadoù-meur 1789, dont a ra war-wel evel unan eus pennoù bras ar re « demokrated » er Vodadenn Vonreizhañ Vroadel. Difenn a ra an harz d'ar sklavelezh, d'ar boan a varv. Difenn a ra ivez evit an dud a liv da votiñ kement hag evit ar yuzevien pe an aktourien. Harpañ a ra ivez ur votated evit an holl hag an ingalded a gwirioù. A-enep eo ar votateg hervez ar binvidigezh. Goulenn a ra ma vefe reoliataet sklaer an ti-eskemm. Dre ma vez un den reut en e vennozhioù e oa bet lesanvet « l'Incorruptible ».

Ezel eo da Klub ar Jakobined dres pa oa bet krouet, deuet eo da vezañ an ezel anavezetañ anezho en e amzer ha betek an deiz-ha-hiziv. Goude an dizunvaniñ gant ar Feuillants, dont a ra a-benn da harpañ kreñv an adaozañ hep koll al liamm gant darn ar c'hevredigezhioù e peurest ar vro.

Enebet eo d'ar brezel gant Aostria e 1792, enebet eo da La Fayette a-du eo gant al luskad o c'houlenn fin ar rouantelezh. Ezel eo da Gumun Emsavet Pariz, dilennet eo er Goñvañsion vroadel, eno e vez kavet war bankoù ar Menez hag enebet eo d'ar Gironde. Goude devezhioù an 31 a viz Mae hag an 2 aviz Even 1793, dont a ra da vezañ ezel eus ar C'homite a salud publik adalek ar 27 a viz Gouhere 1793. Eno e sikouro da lakaat e-plas ur gouarnamant reveulzier ha dreist-holl hini ar Spont bras, en ur c'henaroud a vrezelioù en harzoù a-enep ar vonarkiezhoù kengevreet hag a brezel diabarzh (emsavadegoù ranvroelour, Brezel Vendée…).

Nevezamzer 1794, Robespierre gant izili ar C'homite ar salud publik a lak da vezañ harzet ar re Hébertistes, pennoù Klub ar Cordeliers, goude-se Danton gant ar re Indulgents. Dre war-lerc'h e vez kondaonet ha lakaet d'ar marv pennoù an daou luskad. Un diaz anat e voe Robespierre gant an harz roet d'ar bolitikerezh a dikristianizadur. Lakaat a ra da votiñ evel skrivagner, dekred an 18 Miz ar Sev bloavezh II. Disklêriet e vez en dekred « le peuple français reconnaît l’existence de l’être suprême, et l’immortalité de l’âme ». Lakaat a raio ivez da votiñ lezenn Miz ar pradoù pe lezenn « Spont bras ».

D'an 8 miz an Eost bloavezh II (26 a viz Gouhere 1794), taget eo a-bep tu gant un emglev diseurt Menezidi er goñvañsion savet gant, dantonisted kozh, lod représentants en mission galvet evit an taol. Ouzhpenn-se e oa e-touez ar gouarnamant reveulzier, ar C'homite de sûreté générale ha lod izili eus ar c'homite a salud publik. Robespierre a laka anat war-raok dirak anezho holl bodet e oant enebet etrezo met ne teu ket a-benn da gendrec'hiñ anezho saouzanet da vezañ kondaonet gantañ deiz-pe-zeiz d'ar marv. An deiz war-lerc'h e vez talet outañ evit ma ne c'hellfe ket komz. E enebourien a zo harpet bremañ gant tud etre al luskad Plaine. Harzet eo gant e vreur Augustin hag e gamaladed Couthon, Saint-Just ha Le Bas war ar memes-tro. Kumun Pariz a emsav hag a zeu a-benn da zieubiñ anezhañ, memes mare ez eo lakaet maez lezenn gant ar Goñvañsion.

Lazhadeg Robespierre hag e harperien kavailherien a-enep ar frankiz hag an ingalded : bevet ar goñvañsion vroadel gant e energiezh hag e evezhiegezh ez eo bet dieubet ar republik diouzh an tiranted, stampenn dianav, 1794, Pariz, BnF.

E-pad an noz, ur bagad soudarded a aloub an ti-kêr, eno e oa repuet Robespierre hag e harperien. Gloazet eo er javed, n'eo ket sklaer penaos. Ur wech testenniet e identelezh e-tal al lezvarn reveulzier, ez eo dibennet en abardaez d'an 10 Miz an Eost gant 21 eus e harperien. Ur wech marvet Robespierre hag e-pad ar mizioù goude e voe mare an « enebemsav thermidorian », riñset eo ar gouarnamant reveulzier ha war ar memes-tro ez eo paouezet ar Spont bras.

Robespierre a zo chomet an dudenn tabutet ar muiañ eus an Dispac'h gall. Evit e enebourien (an Thermidorianed, krouerien an IIIde Republik hag istorourien ar « skol frankizour » e-penn anezho François Furet) e vez lakaet war-raok evel diaz d'ar Spont bras ha da doareoù aotrouniek ar C'homite a salud publik. Evit lod all avat, Robespierre eo an den e-touez pennoù ar reveulzi hag en devoa klasket sioulaat ar Spont bras. Lakaet e vez war-raok ganto e oa ivez difenner ar peoc'h, an demokratelezh eeun hag ar justis sokial, degemenner ar re baour, hag unan eus aktourien kentañ lamedigezh ar sklavezlezh e Bro-C'hall. An istorourien-se a laka war-raok e voe devezh kouezhadenn Robespierre, an 9 Miz an Eost, e voe roet lamm d'an araokadurioù sokial a oa bet lakaet da dalvezout evit ar re baour (lezenn ar priz uhelañ da skouer hag a ziwalle ouzh priz ar greun hag ar bara). Ur wech kouezhet Robespierre ar vourc'hizien a arc'hant a lak da dalvezout ar frankizouriezh ekonomikel. Ar re brudetañ a-du gant ar sell-se a zo an istorourien Albert Mathiez hag Henri Guillemin.

An deiz war-lerc'h an harzadenn en abardaez, ar brizonidi a zo kaset dirak al lezvarn reveulzier, eno Fouquier-Tinville a lak da dalvezout identelezh ar re tamalet. Dre ma oan bet lakaet maez lezenn, ne oa ket tu dezho bezañ difennet. Robespierre a voe kondaonet hep prosez ha dibennet abardaez an 10 miz an Eost. An arvesterien niverus a oa dirollet laouen o welet dibennet anezhañ gant 21 eus e harperien.

Augustin Robespierre, Louis Antoine de Saint-Just ha Georges Couthon a oa ar re brudetañ. Lakaet e voe an holl pennoù en ur c'houfr koad, peurrest ar c'horfoù a zo lakaet en ur c'harrad. An holl korfoù a voe bannet en ur bez kumun. Ar bez a oa e bered an Errancis ha lakaet e voe raz-bev evit ma ne chomfe roud ebet eus korf an tiran Robespierre. An daou devezh war-lerc'h e voe lazhet 83 harper da Robespierre all, dibennet an holl anezho.

Ur frazenn a zo chomet goude e varv gant un den dianav hag a embann:

Passant, ne t'apitoie pas sur mon sort
Si j'étais vivant, tu serais mort.

E 1840, harperien Robespierre o devoa klasket douar bered Errancis, a oa serret abaoe 30 bloaz. Un taol kleze en dour e voe, korf ebet na voe kavet ganto.

Lavaroù

kemmañ
  • « Je dis que quiconque tremble en ce moment est coupable ; car jamais l’innocence ne redoute la surveillance publique. » — Prezegenn an 11 germinal, bloaz II.
  • « Tant que cette race impure existera, la République sera malheureuse et précaire. » — Prezegenn ar 26 a viz Mae 1794.
  • « En qualité de Français, de représentant du peuple, je déclare que je hais le peuple anglais. » ; « Les crimes des Anglais : trahir le droit » — Sophie Wanish, Marc Bellissa : Annales historiques de la Révolution française, Ebrel-Even 1995, p. 233.

Lechioù

kemmañ

Straedoù ha skolioù zo anvet Robespierre e Bro-C'hall hag e Breizh.