Levraoueg Vroadel Bro-C'hall

Levraoueg Vroadel Bro-C'hall (Bibliothèque nationale de France / BnF hec'h anv gallek ofisiel) zo ul levraoueg e Pariz, kêr-benn Bro-C'hall. Brasañ ha pouezusañ levraoueg ar Stad c'hall eo.

Logo BnF.svg
France, Paris, Bibliothèque nationale de France, site Richelieu, salle ovale.jpg
Lec'h lenn ar BnF er savadur Richelieu.

Krouet e oa bet diwar al levraoueg roueel savet dindan ren Charlez V, e 1368. E 1792 e oa deuet al "levraoueg roueel" da vezañ "levraoueg vroadel".

Hervez lezenn e rank an holl diez-embann er Stad c'hall kas d'ar BnF skouerennoù eus kement tra a vez embannet ganto.

E 1996 e voe digoret d'an dud al Levraoueg François-Mitterrand, a zo ur rann eus ar BnF.

Tres al Levraoueg François-Mitterrand

Liammoù diavaezAozañ