Georges Danton
Georges Jacques Danton, lesanvet d'Anton[1], ganet d'ar 26 a viz Here 1759 en Arcis-sur-Aube hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Ebrel 1794 (16 germinal bloavezh II) e Pariz, a oa un alvokad e kuzul ar Roue hag ur politikour gall, ministr ar justis. Danton a oa unan eus pennoù bras an Dispac'h Gall, evel Mirabeau. An daou zen a oa prezegerien dispar gant ur spered bouilh, met Danton a oa ivez un den a blije dezhañ bevañ diroll (enebourien ar Reveulzi a rae eus outañ « Mirabeau ar wazh-dour »). E-tal Danton e vez Robespierre hag en doa eñ ur vuhez enep a-grenn diouzh e hini. Danton eo hag a oa bet paotr ar « Vammvro en arvar » pa oa bet aloubet Bro-C'hall e-kerzh aloubadenn Eost 1792. Deuet e oa a-benn da unvaniñ darn eus ar reveulzierien a-enep an alouber en ur implij an holl daoreoù posubl : embann a rae e oa "Ret [eo] deomp kaout herbed, herbed c'hoazh, herbed bepred, ha Bro-C'hall a vezo savetaet" evit trec'hiñ an enebour. Dre pleustrelouriezh, e oa kroget er memes koulz da glask ar peoc'h gant enebourien ar vro dre emglevioù kuzh.
Evel Robespierre, dont a ra buan da vezañ un den dreistordinall gant harperien leal. Evit an istorourien hervez ma z'int a-du gant Robespierre pe gant Danton e vo stourmoù ideologel ha politikel garv dreist-holl e-kerzh an Trede Republik. Evit harperien Robespierre, Danton a oa ur politikour hep damant, tost ouzh an arc'hant, prest da dreitouriñ an Dispac'h. Evit e harperien e oa un demokrat birvidik, brogarour don hag un den Stad brokus.
An Dispac'h gall
kemmañFlastridigezh al luskadoù
kemmañDanton ne glev ket an dud a lar dezhañ skampañ kuit : « ne gemerer ket ar vro dindan e solioù. » D'an 30 a viz Meurzh 1794, Komite ar Salud Publik a embann an urzh harzañ anezhañ gant Delacroix, Camille Desmoulins ha Philippeaux. Fiziet e oa bet da Saint-Just sevel un dezrevell justis gant ar Goñvañsion Vroadel. Harpet gant Robespierre, c'hoant en deus e vefe amañ ar re tamallet pa vo lennet an dezrevell hag e vefent harzet a-raok fin al lennadenn. Darn ar C'homite a zo enebet rak soñjal a ra dezho e c'hellfe bezañ embannet titouroù arvarus dre gomz gant ar re tamallet. "Ma ne vez ket dibennet eo ni hag a vo dibennet" en doa embannet Saint-Just, ha fuloret ruz a vije bet o bannañ e dog en tan.
An deiz war-lerc'h, ar Goñvañsion a zo sabatuet, Legendre a c'houlenn e c'hellfe an damallidi en em zifenn. Ul lodenn eus ar Vodadeg a sav a-du gantañ. Ezhomm e oa bet pouez Robespierre hag e zonezon komz evit lakaat an avel da dreiñ da vat: « Legendre a parlé de Danton, parce qu’il croit sans doute qu’à ce nom est attaché un privilège. Non, nous ne voulons point de privilèges ! Nous ne voulons pas d’idoles ! Nous verrons dans ce jour si la Convention saura briser une prétendue idole, pourrie depuis longtemps, ou si dans sa chute elle écrasera la Convention et le peuple français ! »
Goude bezañ embannet ar c'homzoù-se, en devoa sellet Legendre (gant ur sell drouk) : « An neb a gren a zo kablus. » Ur wech echuet komzadenn Robespierre ha Barère, Saint-Just a ginnig an dezrevell savet a-ziwar notennoù Robespierre (an notennoù a zo bet embannet e 1841). Memes mod evit ar re hébertistes, kemmesket e vez tud a-bep seurt e-touez an damallidi. Bez ez eus tud breinet (Fabre, Chabot, Basire, Delauney) gant tud a aferioù lous evel an Abad Espagnac, ar bankourien aostrian Frey hag an arc'hantour spagnol [Andrés María de Guzmán|Guzman], estrañjourien ivez evit liammañ Danton hag e harperien d'an « inienn eus an estrenvro ».
Marv dAnton
kemmañDanton a zo dibennet d'ar 5 a viz Ebrel, oadet e oa a 34 vloaz. O tremen en ur c'harr dirak ti Robespierre (dibennet d'an 28 a viz Gouhere), e youc'h : « Robespierre, heuil a rez ac'hanon ! Da di a vo distrujet ! Hadet e vo holen war al lec'h ! »
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Quand il s'installe à Paris avant la Révolution : Cabinet de M. d’Anton, avocat ès conseils (mammenn : L’État actuel de Paris de 1788).