Camille Desmoulins
Camille Desmoulins, lesanvet "Prokulor meur al letern" hervezañ e-unan, ganet d'an 2 a viz Meurzh 1760 e Guise hag aet da Anaon dre dibennadeg d'ar 5 a viz Ebrel 1794 (16 germinal bloaz II) e Pariz, a oa un alvokad, ur c'hazetenner hag ur reveulzier gall. Gant Maximilien de Robespierre, Jean-Paul Marat ha Georges Danton, e oa bet unan eus pennoù meur an Dispac'h gall. Bez e oa kamalad bugaleaj Maximilien Robespierre ha kamalad kement hag harper politikel Georges Danton. Desmoulins a oa bet barnet ha lakaet d'ar marv gant Danton gant ar re Montagnards.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Camille |
Anv-familh | Desmoulins |
Deiziad ganedigezh | 2 Meu 1760 |
Lec'h ganedigezh | Guise |
Deiziad ar marv | 5 Ebr 1794 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Abeg ar marv | dibennañ |
Lec'h douaridigezh | Errancis Cemetery, Catacombs of Paris |
Pried | Lucile Duplessis |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Place of detention | Palez al Luxembourg |
Micher | kazetenner, politiker, alvokad |
Karg | kannad gall |
Bet war ar studi e | Lycée Louis-le-Grand |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | Cordeliers |
Perzhiad e | Dispac'h Gall |
Prizioù resevet | Concours général |
Deskrivet dre | Portrait of Camille Desmoulins (1760-1794) |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Yaouankiz
kemmañLucie-Simplice-Camille-Benoît Desmoulins a zo mab henañ Jean-Benoît-Nicolas Desmoulins, aotrou Bucquoy ha Sémery, letanant jeneral evit beli Guise, e Pikardi ha da Marie-Madeleine Godart. Bez en doa seizh breur ha c'hoar. Ganet d'an 2 a viz Meurzh 1760, Camille Desmoulins a oa bet badezet d'an 3 a viz Meurzh en iliz Saint-Pierre-Saint-Paul e Guise.