Menez (Dispac'h gall)
Ar Menez (galleg: La Montagne) a oa ur strollad politikel e-kerzh an Dispac'h Gall. Izili ar strollad a veze graet Menezidi anezho, azezet e oant war bankoù uhelañ ar Goñvañsion vroadel.
Rann eus | Koñvañsion vroadel |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1793 |
Stad | Frañs |
Sez sokial | Salle du Manège |
Prantad | Dispac'h Gall |
Deiziad divodañ | 1795 |
Reveulzierien radikal a oa anezho hag enebet daonet d'ar Jirondined. Ganet e oa an anv e-kerzh un emvod eus ar Vodadeg lezenniñ. Implijet e voe da vat er bloavezh 1793. E-kerzh hañv 1793, ar stourm etre an daou strollad en doa rannet ar Goñvansion Vroadel. Er bloavezh-se, ar Venezidi a oa bet krouerien Ren ar Spont.
Ar Venezidi a oa dreist-holl tud eus ar renkadoù kreiz brudet-mat e kêr Bariz. Setu perak e e oa kizidik-tre ar Venezidi ouzh imorioù poblañs kêr dreist-holl labourerien ar Sans-culottes. Ar Venezidi a grede kreñv er soñj e oa mat ar pezh a oa mat evit Pariz evit ar peurrest eus ar vro. Klasket e oa bet ganto sevel reizhadennoù bihan evit ar maezioù, met evit an darn ne oa ket bet kaset an traoù betek-penn. Selloù ar Venezidi a oa troet muioc'h war-zu peorien ar c'hêrioù evit war-zu ar maezioù.