Louis-Marie Turreau

N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.

Louis-Marie Turreau de Lignières, lesanvet Turreau de Garambouville (Évreux, 4 Gouere 1756 - Conche-en-Ouche, 10 Kerzu 1816) a oa ur jeneral gall. Brudet eo e droioù e-pad brezel Vendée.

Louis-Marie Turreau
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLouis Marie Turreau Kemmañ
Anv-bihanLouis Kemmañ
Anv-familhTurreau Kemmañ
Titl noblañsbaron Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Gou 1756 Kemmañ
Lec'h ganedigezhÉvreux Kemmañ
Deiziad ar marv10 Kzu 1816 Kemmañ
Lec'h ar marvConches-en-Ouche Kemmañ
KarLouis Turreau Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherdiplomat, milour Kemmañ
Kargambassador of France to the United States Kemmañ
Grad miloureldivisional general Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Army of the Eastern Pyrenees Kemmañ
BrezelBrezelioù an Dispac'h Gall, Brezel Vendée Kemmañ
Prizioù resevetnames inscribed under the Arc de Triomphe, Grand Officer of the Legion of Honour Kemmañ
Poltredet gant Louis Hersent e 1800

E dad a oa prokulor an dour hag ar c'hoadoù e kontelezh Évreux, a-raok bezañ maer Évreux. A renk uhel e oa ar familh, petra bennak ma ne oa ket eus an noblañs. Daoust da se ez eas Louis-Marie Turreau, deuet da vezañ republikan, a-du gant an Dispac'h gall adal 1789, ha klask a reas sachañ gounit eus ar renad nevez, evel kalz bourc'hizien en amzer-se.

Anvet e voe da vaer Aviron (Eure, ha prenañ a reas madoù an iliz, evel abati Conches. Mont a reas er Garde nationale e Conches, ha kemer ar penn anezhañ e miz Gouhere 1792. E miz Gwengolo e voe anvet da letanant-koronal e trede batalhon an Eure a voe kaset d'en em gannañ war harzoù hanternoz Bro-C'hall. E miz Du e voe anvet da goronal, ha kaset da arme ar Moselle.

E miz Mezheven 1793 e voe kaset da arme an aodoù e La Rochelle, met kuitaat a reas ar servij-se na blije ket dezhañ. En ul lizher d'ur mignon e skrivas ne felle ket dezhañ ober brezel e Poatev ; koulskoude e reas daou viz brezel e Vendée.

E penn ar bagadoù lesanvet colonnes infernales e oa ; ar re-se a oa bet savet da zegas ar peoc'h war ar maez goude trec'het an "Arme katolik". Lazhadegoù a rejont, meur a zek mil a-hervez, ma adkrogas ar brezel.

Neuze e voe galvet da Bariz, harzet, met lezet da vont.

Goude e voe kaset da gannad d'ar Stadoù-Unanet, hag anvet da varon en amzer Napoleon Iañ.

Notennoù ha daveennoù kemmañ