Toma zo ur familh keuzioù eus an Alpoù hag a glot gant tachenn an arpitaneg. Gant laezh saout, dañvadez pe gavr e vezont graet, laezh digoavenet peogwir e reer amann pe keuzioù magusoc'h gant ar c'hoaven.

Tomme de Gressoney (e galleg) pe toma di Gressoney (en italianeg), eus Traoñienn Aosta.

Fardet e vez toma hengounel e Suis, Savoia hag Italia dreist-holl. Toma Savoia eo an hini brudetañ. Toma vez graet e lec'hioù all hiziv, evel Frañs, Kebek, Korsika ha Breizh. Toma Rewiz zo unan eus an re vrudetañ en Arvorig. Toma ar Menez Are, toma Timadeug ha toma Gevrezeg zo ivez.