An died alkoolek pe ar boeson zo un evaj gant etanol e-barzh. Ar gwin, ar chistr, ar bier, al lambig, da skouer, zo diedoù alkoolek. Etre 3% ha 50% a alkool a c'hall bezañ enno. Evet e vezont evit o blaz, o efedoù dislepdek, met ar gwask sokial hag ar sevenadur a c'hall lakaat unan bennak da evañ anezho ivez. Un dramm eo an alkool hag a c'hall degas d'ar vezventi, ur c'hleñved grevus a c'hall mont betek ar marv. Evit abegoù yec'hed ha relijiel eo difennet pe krennet ar gwerzhañ diedoù alkoolek, da skouer er broioù muzulman. Goude ar butun eo an alkool an dramm hag a ra ar verventi uhelañ er bed. Pennkaoz eo da galz kleñvedoù, nammoù ha riskloù sokial evel feulster (ouzh ar vugale, ar merc'hed....), gwallzardoù, etc.

L'Absinthe gant Edgar Degas (1876).

War-dro 33% eus an dud a ev alkool er bed hervez ar gelaouenn mezegiezh hollvrudet The Lancet[1].

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. (August 2018) "Alcohol use and burden for 195 countries and territories, 1990–2016: a systematic analysis for the Global Burden of Disease Study 2016". The Lancet 392 (10152): 1015–35. DOI:10.1016/S0140-6736(18)31310-2