Heiz
| |||||
---|---|---|---|---|---|
![]() | |||||
Triticum spelta | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Liliopsida | ||||
Urzhad : | Poales | ||||
Kerentiad : | Poaceae | ||||
Genad : | Hordeum | ||||
Anv skiantel | |||||
Hordeum vulgare L. | |||||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Heiz (Hordeum vulgare) a zo un ed implijet dreist-holl evit ar magadurezh met ivez d'ober malt. Ur blantenn eus ar c'herentiad Poaceae eo. Gant 560000 km² eo ar pevare ed gounezet ar muiañ er bed[1]. Dont a ra diwar an heiz gouez (Hordeum spontaneum) hag eveltañ eo diploid. Evel ma c'hell an daou spesad parañ an eil gant an egile e vez alies gwelet evel daou isspesad. An disheñvelder pouezusañ etrezo eo ar rachis bresk eus ar stumm gouez.
IstorAozañ
Heiz gouez a gaver e lec'hiennoù eus fin henoadvezh ar maen er Reter Nesañ, e-pad ar Natoufian met ar stumm-feurm kentañ a vez kavet e Siria. Unan eus an edoù gounezet kentañ e oa an heiz, asambles gant an Triticum monococcum hag an Triticum dicoccon[2]
Pouezus e oa an heiz en Hengipt ma veze implijet d'ober bara pe bier.
KementadoùAozañ
Produerien heiz pennañ — 2007 (e milionoù a donennoù) | |
---|---|
Rusia | 15.7 |
Kanada | 11.8 |
Spagn | 11.7 |
Alamagn | 11.0 |
Frañs | 9.5 |
Turkia | 7.4 |
Ukraina | 6.0 |
Aostralia | 5.9 |
Rouantelezh-Unanet | 5.1 |
Stadoù-Unanet | 4.6 |
Hollad ar bed | 136 |
Mammenn: Aozadur ar BU evit ar Boued hag ar Gounezerezh (FAO)[3] |
NotennoùAozañ
DaveoùAozañ
- Brunt, A.A., Crabtree, K., Dallwitz, M.J., Gibbs, A.J., Watson, L. and Zurcher, E.J. (eds.) (1996 onwards).
- Barley mild mosaic bymovirus.
- Plant Viruses Online: Descriptions and Lists from the VIDE Database. Version: 20th August 1996.
- TSN 40865. Integrated Taxonomic Information System.
- Er pennad-mañ e kaver testennoù tennet eus 11 vet embannadur an Encyclopædia Britannica, ur vammenn en domani foran.