Alan-Vari Drezen
Alan-Vari Drezen (Alain Marie Drézen en ti-kêr), Mab ar Bae e anv-pluenn a-wechoù, ganet d'ar 4 Ebrel 1843 e Penmarc'h ha marvet d'an 11 Mae 1883, oa ur skrivagner brezhonek.
Ur saver buhezioù sent e voe, beleget d'an 9 Eost 1868 hag anvet kerkent da gure e Kersent-Plabenneg ; bloaz goude e voe kure e Gwiseni kent bout anvet e Kledenn-ar-C'hab ha Plozeved e 1879.
Er bloaz-se end-eun e kuitaas e garg da emezelañ e Breuriezh ar Galon Sakr a Vari. Pevar bloaz goude ez eas da Anaon, oadet a 40 vloaz.
Oberennoù
kemmañ- Levrioù
- Buez dom Michel Nobletz : missionner hag abostol braz Breiz-Izel, Brest : J.-B. Lefournier, Kemper : Salaün, 1879.
- Kenlabour gant Feiz ha Breiz (kozh)
Levrlennadur
kemmañ- (br) RAOUL, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992 (ISBN 978-2-7368-0034-5)