OpenStreetMap
OpenStreetMap (OSM) zo ur raktres-kenlabour etrebroadel evit sevel kartenn hollek ar bed enlinenn ken e c'heller he braslenn war meur a live zoum (betek 20). Gant tud a youl vat e vez treset ent-niverel an hentoù, ar straedoù, an dourredennoù, al linennoù hent-houarn, ar c'hroashentoù, ar savadurioù, an takadoù arbennik, an elfennoù naturel, ha pep tra, ken munut e ve, a c'hellfe bezañ spletus e c'houzout d'ur beajour pe d'ur skiantour (lec'hanvioù, panelloù-hent, unroudoù, diri, mogerioù, porzhioù-houarn, arsavioù kustum ar c'harbedoù, boestoù-lizheroù, kaeoù, kleuzeuregoù, peulioù, stalioù, girzhier, implij an douar, linennoù tredan, hag all).
Deiziad krouiñ | 1 Gou 2004 |
---|---|
Implij | collaborative mapping, web mapping |
Anv berr | OSM |
Titl | OpenStreetMap |
Diazezer | Steve Coast |
Lec'h | Rouantelezh-Unanet |
Members have occupation | kenlabourer OpenStreetMap |
Lec'h diazez | Londrez |
Perc'hennet gant | Diazezadur OpenStreetMap |
Krouet gant | Steve Coast |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | liesyezhek |
Deiziad embann | 9 Eos 2004 |
Prizioù resevet | FSF Free Software Award for Projects of Social Benefit |
Perzhiad | kenlabourerien OpenStreetMap |
Oberataer | Diazezadur OpenStreetMap, kenlabourerien OpenStreetMap |
Produ | bank roadennoù OpenStreetMap |
User manual URL | https://wiki.openstreetmap.org |
Deiziad digoradur ofisiel | 9 Eos 2004 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.openstreetmap.org/ |
Blog ofisiel | https://blog.openstreetmap.org/, https://www.openstreetmap.org/diary, https://blogs.openstreetmap.org/ |
URL | https://www.openstreetmap.org/ |
Deskrivet en URL | https://wiki.openstreetmap.org/wiki/About_OpenStreetMap |
URL gwazh | https://blogs.openstreetmap.org/atom.xml, https://blogs.openstreetmap.org/rss20.xml, https://www.openstreetmap.org/diary/rss, https://blog.openstreetmap.org/rsslatest.xml |
Hashtag | OpenStreetMap, OSM |
Statud ar gwirioù-oberour | copyrighted |
Operating area | Douar |
A implij | ground truth |
Complies with | Digital Public Goods Standard |
IRC channel URL | irc://irc.oftc.net/#osm |
Mailing list archive URL | https://lists.openstreetmap.org/listinfo |
URL titouroù statud ar servij | https://uptime.openstreetmap.org/ |
FAQ URL | https://wiki.osmfoundation.org/wiki/FAQ |
URL ar forom ofisiel | https://community.openstreetmap.org/ |
Translation contribution URL | https://translatewiki.net/wiki/Translating:OpenStreetMap |
Contact page URL | https://wiki.osmfoundation.org/wiki/Contact |
Official wiki URL | https://wiki.openstreetmap.org/wiki/Main_Page |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/openstreetmap, https://gis.stackexchange.com/tags/openstreetmap, https://opendata.stackexchange.com/tags/openstreetmap |
Liamm berr | https://osm.org/go/$1 |
Daoust ma vez bouetaet digoust gant ur bagad dekviliadoù a youlidi, e kresk pouez ar roadennoù ken e vezont implijet gant Stadoù, aozadurioù bedel pe vihanoc'h ha ken eo skoret OSM gant embregerezhioù eus ar re vrasañ hep ma ve kollet ar pal hag a zo pourveziñ kartennoù evit an holl hag a ya da binvidikaat ar boutinoù.
Istor
kemmañDeuet eo mennozh sevel kartenn berzhiek ar bed war Internet da spered ur studier saoz war an douaroniezh, Steve Coast e anv, e 2004. Bloaz kentoc'h e oa bet lañset Google Maps, ur servij dasparzhañ kartennoù enlinenn embannet gant un embregerezh prevez (Alphabet bremañ) ha savet gant gopridi diwar barregezhioù arbennik hag un arc'hantaouiñ divent.
Ne gave ket dereat Steve Coast ma vije bet ret paeañ pa implije ar c'hartennoù enlinenn savet gant an Ordnance Survey, an aozadur-Stad a ra war-dro gartennouriezh foran ar Rouantelezh-Unanet.
Evit ma vo frank an douarstlenn e-keñver gwirioù an eiladur e oa ret goulenn da Yann Gartennour tresañ ar rouedad hentoù betek ma c'hellfed kaout deskrivadur ar bed en e bezh gant ma teufe ur yoc'h a dud evit e sevel.
E miz Ebrel 2006 e voe savet Fondezon OpenStreetMap (OpenStreetMap Foundation) e Bro-Saoz da skorañ ar merañ an urzhiataerioù kreiz ganti. Bep bloaz e vez galvet an dud da reiñ arc'hant evit prenañ ostilhoù ha an herberc'hiañ en ur skol-veur saoz hag en ur greizenn stlenn en Amsterdam. Ar palioù a oa «kennerzhañ kresk, diorroadur ha skignañ ar roadennoù douaregorel frank ha pourveziñ anezho da bep hini a c'hell implijout pe rannañ anezho.».
E miz Kerzu 2006 e voe embannet gant Yahoo! e c'helled implijout e aerlunioù evit sevel kartennoù.
E miz Ebrel 2007, Automotive Navigation Data (AND) a brofas holl roadennoù an hentoù en [Izelvroioù] ha roadennoù an hentoù pennañ en India hag e Sina.
E miz Gouere 2007, kentañ kendiviz etrebroadel OpenStreetMap, seurtanvet The State of the Map ("Stuz ar Gartenn") a voe dalc'het gant 9 000 den enskrivet. Google, Yahoo! ha Multimap e voe ar sponsored pennañ.
E miz Here 2007 e voe echu ebarzhañ ar roadennoù douaregorel Tiger dastumet gant ar Census Bureau stadunanat. E miz Kerzu 2007 ec'h eas kartenn OSM da vezañ implijet war lec'hienn un aozadur a-bouez, hini Skol-veur Oxford.
Gwellaet ha kresket e voe doareoù ezporzhiañ hag enporzhiañ ar roadennoù gant ostilhoù frank ha, da skouer, e 2008 e voe gallus silañ anezho e binvioù GPS hezoug. E miz Meurzh 2008 ec'h embannas Cloudmade, un embregerezh saoz arbennikaet war an ostilhoù OpenStreetMap, e vefe degaset 2,4 milion a euroioù dezhañ gant posterien kevala-riskl.
E 2008, muioc'h eget 70 000 den o deus kaset roadennoù da OpenStreetMap goude bezañ roet o anv (un arallanv peurvuiañ). An darn vrasañ eus Breizh-Veur hag eus Alamagn a voe kartennaouet.
E miz Du 2010 e cheñchas Bing e aotre-implijout ken e voe gallus sevel kartennoù diwar e lunerezh dre loarelloù.
Pa zivizas Google Maps e 2012 kas uheloc'h prizioù e gougoradoù e weljod embregerezhioù el live uhelañ o vont da implijout ar roadennoù OSM: Foursquare ha Craiglist da gentañ, ha pa glaskas Apple chom hep en em glevout gant Google (Alphabet) e savas e servij kartennoù enlinenn diwar roadennoù Tom Tom klokaet gant roadennoù OSM.
E 2017 e krogas Digital Globe gant pourveziñ roadennoù lunerez dre loarelloù evit ma vefent implijet gant kartennourien a youl vat.
E miz Mezheven 2021 ec'h embannas Diazezadur OpenStreetMap e raktres: kas e sez da unan eus Stadoù Unaniezh Europa, o vezañ ma voe bet ar Brexit an abeg pennañ. Hervezañ, Unaniezh Europa ha Breizh-Veur ne zeuont ket a-benn da gaout un emglev war ar gwirioù staget gant an diazoù roadennoù. Hag ouzhpenn-se ez eus diaesterioù a-bouez e-keñver ar bankoù, ar c'hellidañ, an treuzkasoù arc'hant via PayPal ha koll an domanioù .eu.
E miz Kerzu 2022 ec'h embannas Diazezadur Linux e voe tizhet un emglev ganti ha gant Amazon Web Services (AWS), Meta, Microsoft ha TomTom evit sevel Diazezadur Overture Maps, a vefe kenglokaus gant OpenStreetMap, hag Overture Maps a c'houlenn ma klaskfe e izili kemer perzh ivez en OpenStreetMap war-eeun.
Aozañ kartenn OpenStreetMap
kemmañChom hep eilañ kartennoù ha n'int ket kuit a wirioù eilañ
kemmañArabat eo adkemer ar pezh a zo war gartennoù moullet pe niverelaet pa vezont embannet dindan gwirioù eilañ. Arabat eo adkemer holl labour an amsezioù kartennouriezh broadel evel an Institut géographique national (IGN). Koulskoude, a-drugarez d'al lusk bedel dave embann frank ar roadennoù digor, arallanvet an opendata, muioc'h-mui a roadennoù douarstlennel a vez embannet ganto.
Er c'hontrol, hervez bonreizh ar Stadoù-Unanet, an United States Geological Survey (USGS) a embann e gartennoù dindan ur statud a ro ar frankiz war an eilañ. Heñvel e ra Kanada dindan un emglev dibar abaoe 2008.
Dastum roadennoù war an dachenn
kemmañDre vras e vez silet ar roadennoù gant tud a youl vat hag a ya da gantren e lec'h pe lec'h, war droad pe gant karbedoù a bep seurt (ar marc'hoù-houarn a vez atav priziet mat), marc'hoù-tan, kirri hag all. Erbedet eo gant reolennoù diabarzh OpenStreetMap klask bezañ gouest da wiriekaat stuz nevesañ an dachenn o vezañ ma vez hizivaet gant dale (betek daou vloavezh) al lunerezh enlinenn.
Kartennaouiñ diwar e gador a c'hell bezañ anvet an doare risklus da dastum roadennoù dre an aerlunioù nemetken.
En darn vrasañ eus ar bed ez eo dav klask roudoù resis pep hent bihan ha bras dre al lec'hiadur dre loarelloù a vez meret gant an U. S. Army, ar GPS, pe dre implij luc'hskeudennoù dre aer frank o gwirioù evel ar re dastumet gant Yahoo!, Bing pe Maxar.
Meur a vammenn all a c'hell bezañ implijet hervez saviad ar gartennouriezh er broioù.
Evit a sell ouzh hentoù na c'hellont ket bezañ notet diwar aerlunioù e c'heller enrollañ en ur benveg GPS roudennoù an hent ergerzhet hag e tleer o c'has d'un urzhiataer evit o c'heweriañ dre ur meziant embannerezh ar c'hartennoù. gallout a reer kas labour ar sevel kartennoù d'ar gartenn riklus war an Internet da c'houde.
Dastumet e vez ivez titouroù da vezañ treuzkemmet e roadennoù dre ul luc'hskeudennerez, ur c'hamera, notennoù war ur baperenn.
Treiñ ar gartenn
kemmañKartenn OpenStreetMap a vez troet e Brezhoneg diwar atiz ar raktres OpensStreetMap e Brezhoneg gant skoazell OpenStreetMap France. Pal ar raktres-mañ eo lakaat war OpenStreetMap anvioù-lec'h hag anvioù poentoù heverk e brezhoneg.[1]
Troet e vez an anvioù-lec'h en ur stagañ un dikedenn name:br ouzh un elfenn (ur savadur, un hent, ur gêr, hag all...) hag un dikedenn source:name:br a vez implijet evit menegiñ mammennoù an anvioù-se. Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 230 000 ergorenn gant un dikedenn name:br.[2]
A-hend-all ez eus tu da dreiñ ar gartenn e 17 yezh minorelaet all eus Bro-Frañs gant tikedennoù heñvel, en o zouez ar gallaoueg (name:fr-x-gallo) ar c'hatalaneg (name:ca) hag an euskareg (name:eu).[1]
Aozañ an embannerezh ha kas roadennoù
kemmañNe c'heller ket degas kemmoù pe reizhadennoù e kartenn ar bed OpenStreetMap hep bezañ bet digoret ur gont war lec'hienn Internet Diazezadur OpenStreetMap ma vez dispaket ar gartenn hollvedel warni. War bajenn gentañ al lec'hienn-se e weler un nozelenn "Kemmañ" (m'eo arventennet ar merdeer evit merañ ar brezhoneg). Dre glikañ warni e tigor un etrefas embann gant un is-kartenn riklus ha kemmus he elfennoù. Pep elfenn eus ar gartenn a c'hell bezañ kemmet hag elfennoù nevez a c'hell bezañ degaset hervez ar reolennoù degemeret. Pep kemmadur karget enlinenn en ur strollad kemmadurioù a vez enrollet diouzhtu ha dispaket un nebeudig amzer goude evit an holl.
Estreget ar meziant-se, iD[3] e anv, e c'heller implijout arloadoù arbennik, evel Maps.me hag OSMAnd a c'hell bezañ implijet evit embannadur ar roadennoù, met a zo fardet evit ar merdeiñ diwar an ardivinkoù hezoug.
Vespucci ha Street Complete ne c'hellont mont en-dro nemet dre an ardivinkoù hezoug Android, p'az eo bet graet GoMap! evit an ardivinkoù iOS ha p'az eo klokoc'h e varregezhioù. Evit an embannadur graet gant mailharded e kaver JOSM, Pottlach ha Merkaator.
Frank eo gwirioù an holl veziantoù; lod anezho n'int ket lies-savenn avat.
Luniad ar roadennoù
kemmañDiwar peder elfenn loadoniel a reer kentegennoù roadenn anezho e vez savet luniad roadennoù OpenStreetMap:
- Nodes ("skoulmoù") hag a zo poentoù douaroniel enrollet evel daveennoù, dezho un hedred ha ul ledred a-blom gant ar reizhiad WGS 83. O-unan, ar nodes n'o deus ment ebet ken ez eont da skeudenniñ "poentoù heverk" ha traoù difetis evel pennleinoù.
- Ways ("hentoù" pe "roudennoù") zo rolloù urzhiet nodes, pe evit ur polyline ("lieslinenn") pe ul lieskorneg kloz. Implijet e vezont evit skeudenniñ an hentoù, an dourredennoù, hag an takadoù (koadeier, parkeier, liorzhoù-kêr, takadoù obererezh, parklec'hioù, lennoù, hag all).
- Relations ("daveadurioù") zo rolloù urzhiet nodes, ways ha relations (pep hini anezho a vez anvet member "ezel" an daveadur). Da skouer ec'h ebarzher un daveadur enni degadoù a dennadoù hent evit ur gourhent gant traoù liammet outañ (takadoù servij, gwichedoù gwitreizh). Lod an izili zo ur roll (kevreizhenn) ganto (backward evit "a-gil" da skouer).
- Tags ("tikedennoù") zo hedadoù tidel a ya daou-ha-daou evit termeniñ hag is-termeniñ pep elfenn diazez ar roadennoù. Doareenn gentañ an daouadoù a vez graet key ("alc'hwez") anezhi hag an eil doareenn value ("talvoudegezh") anezhi. Ne c'heller ebarzhañ un termen doubl nemet evit un elfenn bennañ hag an is-termeniñ a dalv da zegas un gendestenn. Da skouer:
- highway / service zo an daouad evit un hent ha n'eo ket implijet gant an holl pa sko war-du lec'hioù prevez pe nann renket en ur berc'henniezh foran ha digor d'an holl. Galluse o resisaat peseurt implij zo gantañ: mont ha dont, mont tre ha mont er-maez eus ur parklec'h pe mont d'ul lec'h nemetañ e penn un hent-dall;
amenity / social facility a dalvez evit ur savadur a zo goudor evit un obererezh sokial ha gant daouadoù all e c'heller resisaat ar servijoù kinniget hag an tud a c'hell bezañ resevet di: amenity / social_facility → social_facility / nursing-home → social_facility:for / senior; gant an tri daouad-se e reer dave d'un Annez Herberc'hiañ evit an Dud Oadet Dalc'het (AHDOD).
Un annez evit herberc'hiañ an digledoureien (tud hep ti nag aoz): amenity / social_facility → social_facility:for / homeless
Evit kavout ar pezh a zo erbedet gant kumuniezh ar gartennourien OSM ez eo ret mont da sellout ouzh al lec'hienn OSM ma weler ar gartenn skouer, an ostilh kartennouiñ iD ha meur a zafarelloù.
Kevreizhennnoù gentek ar roadennoù zo boniet ha keweret gant meur a ventrezh. Boniet e vez skouerenn bennañ ar bedkartenn OSM e diazez roadennoù patrom meret gant an Diazezadur OSM. Frammet eo gant ur bon PostgreSQL, ennañ un taolenn evit pep kentegenn roadenn hag en taolennoù ur renk (row) evit pep elfenn ("lijorenn"). En diazez roadennoù-se e teu pep ebarzhadenn ha diouzh se e vez deveret an holl ventrezhioù all.
Ekoreizhiad OSM
kemmañKrouet ez eus bet un ekoreizhiad tro-dro d'an embregenn OSM. Un toullad bras a embregerezhioù a c'hell pourveziñ ostilhoù, servijoù ha meziantoù frank o wirioù peurvuiañ.
Un nebeud servijoù zo bet krouet gant an Diazezadur OpenStreetMap war e servijerien: ul lec'hienn wiki e-lec'h ma vez kreizennet an erbedadennoù evit ar c'hartennaouiñ ha titouroù war an holl demoù e meur a yezh. Ur wiki perzhiek ha digor da Yann Gartenner eo. Un aridennad rolloù dasparzhañ (mail lists) e meur a yezh ivez. Ur forom Discourse a gaver abaoe 2022.
Arloadoù evit korvoiñ roadennoù OSM
kemmañArloadoù henchañ ar c'harbedoù
kemmañGant ar gartenn ofisiel e teu ur arload war vourzh ha gantañ e c'heller lakaat war wel pep lankad an hent m'eo bet treset e roudenn dre ar poentoù loc'hañ hag ar poentoù erruout.
E 2010, Navmii, ur embregerezh saoz, a lakaas er maez un arload heñchañ digoust evit ar pellgomzerioù hezoug iOS, Navfree e anv. Drezañ e c'heller bezañ heñchet dre an tres dispaket war ar skramm pe dre ur vouezh sintetek hag ar roadennoù, an hentoù evit al lodenn vrasañ anezho, a voe re OSM. Posupl e voe kas menegoù war ar fazioù pe ar mankoù. Korvoet e voe ar varregezh nevez evit resev arhentoù al loarelloù a voe roet d'ar pellgomzerioù hezoug Berzh a reas diouzhtu an arload. Adanvet e voe Navmii GPS hag azasaet evit an ardivinkoù Android.
Meur a arload heñchañ diwar OSM a zo bet kinniget da c'houde: OSMAnd, Maps.me, Magic Earth hag all. Reoù all a zo bet krouet evit an hentoù da vezañ implijet gant ar varc'hhouarnerien: GeoVelo, Cycle Travel.
Al lec'hienn wiki OpenStreetMap, dastumadeg bennañ an ditouroù ha reolennoù
kemmañWar al lec'hienn greiz meret gant an Diazezadur OSM e kaver pajennoù wiki niverus-tre hag e meur a yezh (nebeut-tre e brezhoneg), ha warno e vez dastumet dafaroù skoazell liesseurt, bedel ha lec'hel, kalvezel pe ditourel.