Global Positioning System
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar Global Positioning System (GPS) (anv saoznek hag a c'haller treiñ gant Sistem lec'hiañ bedel, pe Reizhiad lec'hiañ hollek) a zo ur sistem merdeiñ dre loarell hag a c'hall kelaouiñ kement implijer war an Douar pe en e ardremañs, gantañ ur resever GPS, ne vern pelec'h emañ (gant ma vo a-wel da beder loarell da vihanañ), ne vern penaos eo an amzer a ra ha ne vern pegoulz. Gallout a ra reiñ lec'hiadurioù hag euriadurioù resis-kenañ. Dalc'het a-ratre eo ar sistem digoust-se gant ar Stadoù-Unanet.