Aerlestr
Nijal a ra an aerlistri ; karbedoù war nij int ha meur a unan zo : nijerez pe karr-nij, biñsaskell, plaverez, baloñs, hag all. Bleniet int gant ul loman, ul lod anezho a c'hall bezañ pellgontrolet avat (evel an dronoù ha kirri-nij zo).


Mont a reont en aer oc'h implijout ur c'heflusker, pe o flojeal en avel evel ur c'hwezigell, pe c'hoazh o plavañ evel un erer.
Aerlistri-brezel a c'hwist betek 3.200 km / eur.
Pennadoù kar Aozañ
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh. |