Un aervag pe baloñs zo ur seurt aerlestr hag a implij gaz skañvoc'h evit an aer. Bount Arkimedes eo an nerzh hag a ro tu dezhi da zilec'hiañ dre an aer.

Kenstrivadeg aervagoù en Alamagn, en Mae 1929.
Moñgolfierenn.

An doare-se d'ober a oa anavezet gant ar Sinaiz abaoe pell o vannañ « letern an neñv ». Krog e voe da sevel aervagoù brasoc'h e fin an XVIIIvet kantved, e 1782 gant ar vreudeur Montgolfier hag e 1783 gant ar fizikour Jacques Charles. Jean-François Pilâtre de Rozier a savas 84 metr a-us d'al leur e 1784. Ar voñgolfierenn gentañ a voe savet gant ar vreudeur Montgolfier e 1783 hag a nije gant aer dommet.

An aervagoù

kemmañ

Aervagoù a bep seurt a zo : ar voñgolfierenn evit an dud, an aervag stratosferek, an aervag sonterez... Mont a reont gant red an avel ha cheñch a reont o uhelder gant ur fun pe dre ar c'hementad a aer tomm, e-lec'h ma implij an aervag sturius ur c'heflusker.

Gazoù implijet

kemmañ
  • an aer tomm peogwir en em arlid en ur dommañ hag izelaat a ra e zouested
  • an hidrogen hag a zo gaz skañvañ an holl
  • an heliom hag a zo dientanus ha non-toksek

Lennegezh

kemmañ
  • Cinq semaines en ballon, romant gallek gant Jules Verne.