Lizherenneg aramaek

Un abjad eo al lizherenneg aramaek, implijet gwechall evit skrivañ an aramaeg, ur yezh semitek.

Er penn-kentañ e veze skrivet an aramaeg gant al lizherenneg fenisek hag a gemmas tamm-ha-tamm betek tizhout stummoù al lizherenneg aramaek diskouzet en daolenn i-is. Pa deuas an aramaeg da vezañ unan eus yezhoù boutin pennañ ar Reter C'hreiz tro-dro d'an 8vet kantved a-raok ar varevezh voutin e veze implijet al lizherenneg aramaek evit ober gant an hebraeg dre skrid ivez ha diwar se e voe diorroet al lizherenneg hebraek manet tost-tre stummoù he lizherennoù ouzh re al lizherennek aramaek a talveze da batrom.

Ouzhpenn-se, diwar patrom lizherennoù stag al lizherenneg aramaek e voe diorroet stummoù lizherennoù al lizherenneg siriek ha d'o zro lizherennoù al lizherenneg arabek da c'houde ivez. Diazez al lizherenneg vongolek an hini e oa ivez.

Hiziv avat e vez skrivet an aramaeg biblek hag rannyezhoù an yuzev-aramaeg a-vremañ gant al lizherenneg hebraeg, oc'h implijout al lizherenneg siriek evit ar rannyezhoù komzet gant kristenion.

Anv al lizherenn Stumm al lizherenn Lizherenn hebraek a glot ganti Distagadur (LFE)
Alef א [ʔ]; [a:], [e:]
Bet ב [b], [v]
Gimel ג [g],[ɣ]
Dalet ד [d], [ð]
He ה h
Waw ו [w]; [o:], [u:]
Zayin ז [z]
Het ח [ħ]
Tet ט [tˁ]
Yod י [j]; [i:], [e:]
Kap ך / כ [k]
Lamed ל [l]
Mem ם / מ [m]
Nun ן / נ [n]
Samek ס [s]
Ayin ע [ʕ]
Pe ף / פ [p], [f]
Tsade , ץ / צ [sˁ]
Qop ק [q]
Resh ר [ɾ]
Shin ש peurliesañ [ʃ], a-wechoù [s]
Taw ת [t], [θ]

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.