Dalet
(Adkaset eus Dalet (lizherenn))
Pevare lizherenn meur a abjad semitek eo dalet(h) (dor), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ד) , siriek (ܕ) hag arabek (ﺩ).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm kozh ouzh hini un nor. Gwechall e c'hellfe bezañ anvet digg (pesk).
Distaget e vez (LFE) [d]. En hebraeg klasel hag e rannyezhoù zo c'hoazh e veze graet an diforc'h etre dalet hep dagesh (ד) distaget [ð] ha gant dagezh [d].
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek delta Δ, estruskek , latin D ha kirillek Д.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 4.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |