Kap (lizherenn)
Unnekvet lizherenn meur a abjad semitek eo kap(h) (palv), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (כ) , siriek (ܟ) hag arabek (ﻙ).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini un dorn.
Distaget e vez (LFE) [k]. En hebraeg e vez distaget [k] gant dagesh (כּ) ha [χ] hep dagesh (כ).
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek kappa K, estruskek , latin K ha kirillek K.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 20.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |