Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

Makron (diwar ar gresianeg : μακρός, « bras »), zo anv ur sin diakritek implijet el lizherenneg latin, gantañ stumm ul linenn vihan lakaet a-us d'ur vogalenn ( ¯ ), da skouer Ā, ā, evit diskouez e vez distaget hir.

Implijet e vez evit skrivañ al latveg, al lituaneg, hawaieg (anvet kahakō), maorieg.

Implijet e vez alies ivez e geriadurioù latin hag evit romanekaat yezhoù evel ar japaneg, da skouer 交通 kōtsū "red kirri" ha 骨 kotsu "askorn".

Hervez reolennoù sistem romanekadur ar sinaeg anvet pinyin e vez implijet evit ober diouzh un donenn.

Implijet e vez evit kemmañ talvoudegezh lizherennoù zo :

  • kensonennoù evel l̄, m̄, n̄, r̄, v̄, ȳ, evit skrivañ yezhoù zo, pe ivez ḡ .

A-wechoù e vez lakaet dindan lizherennoù zo da gemmañ an distagadur anezho.

Brezhoneg

kemmañ

Implijet eo bet ar makron e brezhoneg e geriadur ar Gonideg, n'eo ket evit merkañ ur vogalenn hir, hogen evit e lakaat war al lizherenn n da verkañ ar friadur. Kavet e veze c'hoazh e 1908 er Grammaire bretonne du Dialecte de Tréguier.

Dilezet eo bet abaoe, ha merket e vez ar friadur gant an arouez ñ, evel e-barzh bremañ.

Ar makronoù

kemmañ

Tri makron a vez implijet en amzer-vremañ :

  • ar makron plaen, a verk hiradur ar vogalenn ;
  • ar makron-dindan, a vez lakaet dindan al lizherenn ;
  • ar makron-boud, anezhañ ur makron plaen hag un tired boud stok-ha-stok.

Gwelet ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.