Ogonek
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
An ogonek zo ur sin diakritek implijet gant al lizherenneg latin, dezhañ stumm ur c'hrog bihan lakaet dindan ur vogalenn.
Daoust d'o stumm heñvel e ranker ober an diforc'h etre ar sin diakritek-mañ hag ar sedilha pe lostig ç.
Dont a ra e anv diwar ar ger polonek sword, a dalv kement ha “lostig”, hag a zo anvet nosinė, da lavarout eo “dre fri”, e lituaneg.
Implijet e vez
- e poloneg (ą, ę),
- e navac'hoeg (ą, ąą, ę, ęę, į, įį, ǫ)
- e meskaleroeg (ą, ąą, ę, ęę, į, įį, ų, ųų) evit merkañ vogalennoù distaget dre ar fri
- hag e lituaneg (ą, ę, į, ų) evit merkañ vogalennoù distaget hir gwechall.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |