Al lituaneg (lietuvių kalba) zo ur yezh indezeuropek, yezh ofisiel Stad Lituania hag unan a yezhoù ofisiel Unaniezh Europa. War-dro 2,9 milion a lituanegerion a-vihanik zo e Lituania ha war-dro 200 000 e maez Lituania. Ur yezh valtek eo, tost d’al latveg daoust ma n’eus ket ag etrekompren etre o c’homzerion. Skrivet eo gant ul lizherenneg latin. Mirourañ hag henaekañ yezh indezeuropek, komzet hiriv an deiz, a reer outi dre ma'z eus bet miret enni henstummoù bet dilaosket er yezhoù indezeuropek arall.

Lituaneg
(lietuvių kalba)
Perzhioù
Komzet e : Lituania, Rusia, Latvia ha broioù arall
Rannved : Europa
Komzet gant : 3,2 milion (bed a-bezh)
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Lituania,

kenofisiel e Unaniezh Europa

Akademiezh : Valstybinė lietuvių kalbos komisija
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 lt
ISO 639-2 lit
ISO 639-3 lit
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
 
Lituanegva er XVIvet kantved
 
Dornskrid lituanek koshañ
 
Kartenn yezhoù europa (1741). Warnezhi gwerzad kentañ ar Pater Noster e lituaneg
 
Ar meuriadoù balt, al Lituanianed en o zouesk, en XIIIvet kantved

Gober a reer c’hoazh e lituaneg gant ul lod a reizhiad soniadourel ha dibarderioù neuziadurel an indezeuropeg ha perzhioù boutin en deus gant yezhoù indezeuropek kozh evel ar sañskriteg pe al latin. Dedennus eo enta war tachenn ar genyezhoniezh (keverata yezhel) hag evit ar studiadennoù war ar yezhoù indezeuropek.

Eus ar c’hentvalt-slaveg e teu al lituaneg ha razh ar yezhoù baltek. Setu ma'z eus perzhioù boutin d’ar yezhoù-se gant ar yezhoù slavek, kar dezhe e meur a geñver. Ha dre m’eo mirour-tre al lituaneg, e c’heller dezastum dioutañ gerioù kentslavek.

Hervez martezeadennoù yezhadegel (glotokronologek) e vefe diforc’het ar yezhoù kentvaltek diouzh ar yezhoù indezeuropek kent ar c’hentañ milved kent JK, hag o dije yezhoù baltek ar reter dispartiet diouzh re ar c’hornôg etre 400 ha 600. Al lituaneg hag al latveg o deus kroget da ziforc’hañ goude 800, met e-pad pell e oant bet div rannyezh eus ur genyezh, ha rannyezhoù-ardreuziñ zo bet etre an div yezh betek ar XVIIvet kantved. Emdroet o deus en un doare disheñvel dreist-holl abalamour da abegoù istorel: chomet eo Lituania dizalc’h e-pad pell keit ha ma oa danvez-Latvia dindan beli urzhioù milourel alaman (Urzh Livonian hag e warlerc’hidi).

Ar skrid lituanek koshañ deuet betek ennomp eo troidigezh un destenn relijiel savet e deroù ar XVIvet kantved e rannyezh Aukštaitija. Bez ez eus bet levrioù lituanek moullet adalek 1547, hogen chomet eo dister a-walc’h al lennegezh hag ar skridoù lituanek betek an XVIIIvet kantved. E 1864, da heul « ensavadeg miz genver », e voe berzet ar yezh er c’helenn, ha difennet moullañ skridoù e lituaneg pe implij al lizherenneg latin. Neoazh, kendalc’het e voe da voullañ levrioù lituanek en estrenvro ha kaset e vezent dre guzh a Brusia ar reter. Maget e veze er vro ur santad broadel kreñv a-drugarez dezhe ha lamet e voe ar berz war yezh Lituaniz en embann e 1904.

Skoueriekaet ha bremanaet eo bet al lituaneg a-drugarez d’ar yezhoniour Jonas Jablonskis (18601930) peurgetket. Klasket ez eus bet kavout reolennoù boutin a-hed an XIXvet kantved, hogen hennezh eo a embannas pennaennoù diazez skoueriekadur al lituaneg e Lietuviškos kalbos gramatika ("Yezhadur al Lituaneg"), e 1901. Diazezet e oa e ginnigoù war e rannyezh c’henidik, hini Suvalkija (e Lituania ar c’hreisteiz) ha war al lituaneg komzet e Prusia ar reter (e-lec’h ma oa miret elfennoù eus an henbruseg). Klasket en doa ivez glanaat ar yezh o krouiñ nevezc'herioù diwar stummoù kozh.

Dont a reas al lituaneg da vout yezh ofisiel ar Stad lituaniat e 1918 (goude an disparti diouzh Rusia) ha da vare an Unaniezh soviedel e veze implijet ingal e prezegennoù ofisiel a-gevret gant ar rusianeg en doa, evelkent, muioc’h a blas o vezañ ma oa yezh ofisiel an URSS.

Dasparzh douaroniel

kemmañ

3,2 milion a dud a gomz lituaneg er bed. Komzet e vez lituaneg e Lituania dreist-holl: 2 998 825 er c’homze enni e 2002, da lavaret eo war-dro 80% ag ar boblañs e 1998 (hogen tost an holl dud a oar distripañ lituaneg eno ha pa n’eo ket o yezh-vamm hag int izili a vinorelezhioù kenelel - bihanniver etnek -). A-hend-arall ez eus minorelezhioù lituaneger er broioù tro-war-dro ha Lituaniz lituaneger hag a vev en estrenvro (bet harluet da vare an URSS evit ul lodenn vat anezhe).

  Lituania 2 998 825 (e 2002)
  Rusia 70 000
  Latvia 35 000
  Polonia 30 000
  Spagn 20 000
  Kazakstan 10 964
  Belarus 10 031
  Estonia 3 000
  Belarus 2 300
  Aostralia 10 000
  Estonia 1 701
  Ouzbekistan 1 040
  Stadoù-Unanet -
  Kanada -
  Arc'hantina -

Rannyezhoù

kemmañ
 
Kartenn a ziskouez dasparzh ar rannyezhoù hag an isrannyezhoù e Lituania: isrannyezhoù ar samogitianeg zo livet e melen, ruz ha gell; re al "lituaneg uhel" e glas, gwer ha limestra.

Div rannyezh zo e lituaneg (tarmės): Aukštaičių (aukštaitianeg, pe “lituaneg uhel”, en Aukštaitija hag e reter Lituania), Žemaičių/Žemaitiu (Samogitianeg, e Samogitia / Žemaitija, e kornôg ar vro). Disheñvel mat eo ar samogitianeg diouzh al lituaneg standard diazezet war ar rannyezh kentañ (gant elfennoù a lituaneg Prusia). Stummet eo bet ar samogitianeg etre an XIIIvet kantved hag ar XVIvet hini dindan levezon ar c’huronianeg. Dasparzh ar rannyezhoù a glot mat gant rannvroioù etnografek Lituania.

Isrannyezhoù (patarmės) a gaver en div rannyezh vras-se : pep hini he deus teir isrannyezh. Ar samogitianeg a vez rannet etre re ar c’hornôg, an norzh hag ar su; an aukštaitianeg etre re ar c’hornôg (Soduviečiai), Dainava (Su) hag ar reter (an div re-mañ ziwezhañ a reer rannyezhoù dzūkian anezhe abalamour d’an implij a reer enne a dz e-lec’h dž er yezh standart). Pep isrannyezh zo islodennet c’hoazh (šnektos).

Reizhskrivadur

kemmañ

Abaoe ar XVIvet kantved e skriver e lituaneg diwar-bouez al lizherenneg latin mui sinoù diakritek liesseurt (ogonek (anvet nosinė, da lavarout eo “dre fri”, e lituaneg), karon, pik, makron) ha divc'hrafennoù. Donet a ra an implij ag ar sinoù diakritek-se ag unan a ziazezerion ar yezh a vevas en harlu e Tchekia.

Lec’hiet eo an Y etre an I hag ar J.

A Ą B C Č D E Ę Ė F G H I Į Y J K L M N O P R S Š T U Ų Ū V Z Ž

a ą b c č d e ę ė f g h i į y j k l m n o p r s š t u ų ū v z ž

Gellout a reer merkañ an taol-mouezh hag hirder ar vogalennoù a-drugarez d’an tiredoù lemm ha boud, ha d’ar makron. Neoazh n’o c’haver nemet er geriadurioù hag el levrioù-deskiñ.

Implijet e vez ivez ar c’houblad lizherennoù da heul:

Ch Dz Dž Ie Uo

ch dz dž ie uo

Kensonennoù

kemmañ
Pennlizherenn B C Č D F G H J K L M N P R S Š T V Z Ž
Lizherenn vunut b c č d f g h j k l m n p r s š t v z ž
LFE b t͡s t͡ʃ d f g ɣ j k l m n p r s ʃ t ʋ z ʒ

Vogalennoù

kemmañ
Pennlizherenn A Ą E Ę Ė I Į Y O U Ų Ū
Lizherenn vunut a ą e ę ė i į y o u ų ū
LFE ɐ / ä: ä: ɛ / æ: æ: e: ɪ i: i: ɒ / o: ʊ u: u:

Soniadouriezh

kemmañ

Vogalennoù

kemmañ

Kensonennoù

kemmañ

Taol-mouezh

kemmañ

Yezhadur

kemmañ

Arkaikoc’h eo yezhadur al lituaneg eget hini n’eus forzh pe yezh indezeuropek arall komzet en Europa. Setu ma kaver alies eo diaes da zeskiñ.

Fiñvus eo an taolmouezhiañ, setu perak er merker er geriadurioù.

Ur yezh SVO (Rener-Verb-Renadenn) eo. Hogen, evel e latin, abalamour d’an amstouadoù e c’heller lakaat ar gerioù e n’eus forzh pe urzh er frazenn.

Bout zo:

Gellout a reer chomel hep skrivañ ar raganvioù-gour renet: (Aš) esu bretonas,(aš) kalbu bretoniškai (Breizhad on, komz a ran brezhoneg);

ha gallout a reer chomel hep lavaret ar verb bout (būti) en amzer a-vremañ: Aš (esu) Jonas (Me (zo) Yann).

Geriaoueg

kemmañ

Geriaoueg indezeuropek

kemmañ

Kavout a reer e lituaeg gerioù kar da galz a c'herioù a gaver er yezhoù klasel, evel ar sanskriteg hag al latin. Dont a ra ar gerioù-se eus ar yezhoù kentindezeuropeg. Setu amañ un nebeud skouerioù :

  • sūnus e litunaeg hag e sanskriteg : sūnu (mab, da geñverian ouzh ar saozneg son)
  • avis e litunaeg, avi e sanskriteg hag e latin : ovis (dañvad, da geñverian ouzh ar brezhoneg "oan")
  • dūmas e litunaeg, dhūma e sanskriteg , hag e latin : fumus (moged)
  • antras e litunaeg, antara (eil, egile) e sanskriteg
  • vilkas e litunaeg hag e sanskriteg : vṛka (bleiz)
  • ratas e litunaeg, rota e latin (rod) hag e sanskriteg : ratha (karr)
  • senis e litunaeg, senex e latin (den kozh) hag e sanskriteg : sanas (kozh, da geñverian ouzh ar brezhoneg "hen")
  • vyras e litunaeg, vir e latin (ur gwaz) hag e sanskriteg : vīra (gwaz, da geñverian ouzh ar brezhoneg "gour")
  • angis e litunaeg, anguis (un naer e latin, ur spesad naeron e lituaneg)
  • linas e litunaeg, linum e latin (lin, da geñveriañ ouzh ar saozneg 'linen')
  • ariu e litunaeg, hag aro e latin (arat a ran, da geñverian ouzh ar brezhoneg "arat")
  • jungiu e lituaneg, iungo e latin, hag e sanskriteg : yuñje (mid.), (juntañ a ran)
  • gentys e lituaneg, gentes e latin hag e sanskriteg : játi (meuriadoù)
  • mėnesis e lituaneg, mensis e latin hag e sanskriteg : masa (miz)
  • dantis e lituaneg, dens e latin hag e sanskriteg : danta (dant)
  • naktis e lituaneg, noctes e latin (liester nox) hag e sanskriteg : naktam (noz)
  • ugnis e lituaneg, ignis e latin hag e sanskriteg : agni (tan)
  • sėdime e lituaneg, sedemus e latin hag e sanskriteg : sīdama (azezañ a reomp)


Kalz eus gerioù ar roll-mañ zo damheñvel ouzh re yezhoù indezeuropek all, en o zouez ar brezhoneg, ar saozneg, pe ar ruseg. Pouezus e voe roll al lituaneg evit adsevel ar yezhoù kentindezeuropek.

Amprestadennoù digant yezhoù arall

kemmañ

Skouerioù

kemmañ

Arvezioù an henlituaneg

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ