Yezhoù baltek

familh yezhoù

Ar yezhoù baltek zo ur skourr eus ar yezhoù indez-europek, komzet er reter d’ar Mor Baltel.

Tachenn ar yezhoù baltek

Isrannet e vez ar yezhoù-se evel-henn :

E-keñver traoù zo (ereadurezh, geriaoueg) e tenn ar yezhoù baltek, un tammig, d’ar yezhoù slavek. Abalamour da se e voder anezho a-wechoù en ur skourr yezhoù baltek-ha-slavek.

Implijet e vez al lizherenneg latin evit skrivañ an holl yezhoù baltek, a-wechoù gant un nebeud arouezioù diakritek ouzhpenn, evel : Č, Š, Ž, pe ar makron da verkañ hirder ar vogalennoù.

Dedennus-bras eo ar yezhoù baltek evit ar yezhoniourien a studi ar yezhoù indezeuropek, rak kavout a reer enno stummoù nebeut-emdroet hag a zo heñvel, moarvat, ouzh henstummoù an indezeuropeg kozh.

Liammoù diavaez

kemmañ