Digeriñ al lañser pennañ

Kensonenn kevig dre daravat mouezhiet

LFE – niverenn 133
LFEunicode z
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA z
[[:Media:Voiced

alveolar fricative.ogg|Selaou]]

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn kevig dre daravat mouezhiet treuzskrivet [z] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 133.

Ne vez kavet ur gensonenn dent pe ur gensonenn kevig dre c'hwitellat mouezhiet e 28% eus holl yezhoù ar bed. Ouzhpenn, 85% eus ar yezhoù implijet gante ur son z-heñvel a vez komzet en Europa, Afrika ha kornôg Azia ha ral-kenañ e kaver ar son-se evel fonem e reter Azia, yezhoù ar Meurvor Habask hag en Amerikaoù.

Pa gaver ar fonem [z] en ur yezh bennak e kaver atav enni ar gensonenn divouezh par [s].

E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem divouezh par [s] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat daoust ha ma ne vez ket skrivet (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):

[s] > [z]
"sent" > "ar sent" (distaget "zent")

Kensonenn kevig dre c'hwitellat mouezhietAozañ

Peurliesañ e vez distaget ar fonenn [z] evel ur gensonenn kevig dre c'hwitellat mouezhiet

SkouerioùAozañ

Kensonenn beg-kevig dre daravat mouezhietAozañ

Gant yezhoù all avat e vez distaget ar fonem [z] evel ur gensonenn beg-kevig dre daravat mouezhiet, treuzksrivet dre implijout ur sin diakritel isisial hervez reolennoù al LFE: [z̺]

SkouerioùAozañ

Kensonenn kevig dre daravat mouezhiet nann-c'hwitelletAozañ

Ral a wezh e kaver ur gensonenn kevig dre daravat mouezhiet nann-c'hwitellet, hogozik atav evel alofennoù ur gensonenn dre daravat dent.

SkouerioùAozañ

Gwelit ivez:Aozañ