Klik drek-logigoù
LFE – niverenn | 178 |
LFE – unicode | ǃ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | !\ |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik drek-logigoù pe logigoù treuzskrivet [ǃ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 177. Betek 1989 e veze skrivet [ʗ].
Disheñvel e oa an arouezenn er penn-kentañ diouzh ar pik estalammañ, bet savet diwar arouezenn ar c'hlik dent dindanañ ur sin diakritek implijet evit merkañ ar c'hensonennoù kilbleg.
Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù dent implijet evel fonemoù en un nebeud familhoù yezh komzet en Afrika hag e luc'haj lidel an damineg komzet en Aostralia nemetken.
Kavet e vez stank klikoù dent er yezhoù koiek-sanek hag er yezhoù ngouniek komzet tro-war-dro bet levezonet gante, dreist-holl ar zouloueg hag ar xhosaeg ha sothoeg. E yezhoù ngounieg all, da skoer ar swatieg hag an ndebeleg, avat e kaver klikoù dent e lec'h klikoù (drek-)logigoù,
Gant an hazdaeg, ur yezh digenvez anezhañ, e vez implijet pevar c'hlik drek-logigoù: drek-logigoù tenuis ([kǃ]); drek-logigoù c'hwezhet ([kǃʰ]); drek-logigoù dre fri ([ŋǃ]) ha; drek-logigoù-tarzh dre fri divouezh ([ŋ̊ǃʔ]).
Kendistaget e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:
- [k͡ǃ] pe [ǃ͡k]: klik gouel-(drek-)logigoù divouezh (gallout a ra bezañ c'hwezhet, dre strakal, dre fic'hal, h.a.)
- [ɡ͡ǃ] pe [ǃ͡ɡ]: klik gouel-(drek-)logigoù mouezhiet (gallout a ra bezañ c'hwezhet, sourrus, dre fic'hal, h.a.)
- [ŋ͡ǃ] pe [ǃ͡ŋ]: klik gouel-(drek-)logigoù dre fri (gallout a ra bezañ c'hwezhet, divouezhiet, h.a.)
- [q͡ǃ] pe [ǃ͡q]: klik hugenn-(drek-)logigoù divouezh
- [ɢ͡ǃ] pe [ǃ͡ɢ]: klik hugenn-(drek-)logigoù mouezhiet (alies rakfriet)
- [ɴ͡ǃ] pe [ǃ͡ɴ]: klik hugenn-(drek-)logigoù dre fri
E gresianeg e vez implijet ur c'hlik drek-logigoù pe ur c'hlik dent evit lâret "nann" e lec'h όχι.
Gwelit ivez
kemmañKensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |