Digeriñ al lañser pennañ

Kensonenn gweuz-dent dre serriñ divouezh

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel eo ar gensonenn gweuz-dent dre serriñ divouezh treuzskrivet [p̪], da lâret eo an arouezenn [p] mui ur sin diakritek ispisial dindani evit diskwel e vez produet gant an dent.

N'anavazer yezh ebet ma talvez ar fonenn-mañ da fonem. Kavet e vez evel alofonenn [p] avat dirak kensonennoù gweuz-dent all, dresit-holl [f] ha [v], e yezhoù 'zo, en o zouez an tsongaeg ([p̪͡f] ha [b̪͡v], treuzskrivet peurliesañ [ȹ͡f] ha [ȸ͡v]), hag ivez ar gensonenn dre fic'hal [p͡f] kavet en alamaneg.

Kavout a reer alies, dreist-holl war dachenn ar yezhoù bantouek, an divc'hrafenn nann-ofisiel qp skrivet peurliesañ ȹ.

SkouerioùAozañ


Gwelit ivez:Aozañ