Divc'hrafenn
Un divc'hrafenn pe digramm a zo anezhi ur c'hrafenn enni div lizherenn implijet evit ober diouzh ur son disheñvel diouzh hini al lizherennoù enni o-unan, da skouer :
- saozneg :
s distaget [s] + h distaget [h] > sh distaget [ʃ]
Bez e c'hellont bezañ renket evel lizherennoù o-unan pe get, da skouer betek 1994 an divc'hrafenn spagnolek ch, distaget //, a veze renket evel ul lizherenn hec'h-unan etre al lizherennoù c ha d. Bremañ avat e vez renket a-gevret gant al lizherenn c.
Tri doare divc'hrafenn disheñvel zo :
Heuliadennoù
kemmañDivc'hrafennoù enne div lizherenn disheñvel an eil diouzh eben, da skouer :
- Galleg
- ai, distaget /ɛ/
- Gresianeg a-vremañ
- μπ (mp), distaget /b/
Heuliadennoù eilpennet
kemmañLizherennoù doubl
kemmañDivc'hafrennoù enne div wech an hevelep lizherenn. A-wechoù e vez implijet lizherennoù doubl hervez reolennoù reizhskrivañ ur yezh bennak evit merkañ hirder ar vogalennoù evel e brezhoneg “kanan” (a hir) kv. “kannañ” (a berr). N'int ket divc'hrafennoù ar re-se rak ne vezont ket implijet evit skrivañ sonioù disheñvel diouzh hini al lizherenn doublet :
- Portugaleg
- rr, distaget [ʁ] (evel e galleg)
Lizherennoù gant diakritikoù : | Áá · Ää · Åå · Ćć · Čč · Éé · Łł · Ññ · N̈n̈ · Óó · Öö · Øø · Šš · Úú · Üü · Žž |
Digramoù : | Ch · C'h · Dd · Dz · DŽ · Dx · Gb · IJ · Kp · LJ · LL · Mb · Mp · Nd · Ng · NJ · Nk · Ns · Nt · Nz · Ȣ · Sh · Th |
Trigramoù : | Dzs Ngb Nkp Sch Tsh |
Lizherennoù ispisial : | Ææ · ɑ · Ɓɓ · Ↄↄ · Ɗɗ · Ðð · Ðđ · Ðɖ · Ɛɛ · Ʒʒ · Ə · Ǝǝ · Ƒƒ · Ɠɠ · Ɣɣ · Ȝȝ · Ƴƴ · Ƣƣ · Ħħ · Ⱶⱶ · Ƕƕ · ĸ · Ŋŋ · Œœ · Ɔɔ · Ɽɽ · Ȣȣ · ſ · ß · Ʃʃ · Ʋʋ · Ɯɯ · Ⅎⅎ · Ȥȥ · Þþ · Ƿƿ · Ƨƨ · Ƽƽ · Ƅƅ |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |