Ar 24vet lizherenn el lizherenneg latin eo X, x, distaget [ks] peurliesañ, hag an 23vet lizherenn el lizherenneg kirillek hervez urzh al lizherenneg rusek, distaget [χ] pe [x].

Lizherenn X
Distagadur brezhonek : ['iks]
N'emañ ket e lizherenneg ar brezhoneg
Yezh orin Latin
Reizhiad skrivañ Lizherenneg latin
Renk 24vet
Sonenn Kensonenn
Mare ~ -700 – bremañ
Unicode U+0058 (X), U+0078 (x)
Soniadoù

[x][χ][ħ][kʰ][ks]
[ʃ][ɕ][tʼ][ʒ][ɖ]
[ʔ][ǁ][gʒ][kʃ][d͡z]
[d͡ʒ][t͡s][t͡ʃ][sʲ][z]
[gz][∅]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

N'emañ ket e lizherenneg ar brezhoneg.

Implijoù

kemmañ

Er skritur gallek gwechall e oa hañval-vi an "x" hag an daou "s" (ss). Setu perak e kaver anvioù evel Auxerre ha Bruxelles ma ne zistager ket [ks] hogen [ss].

Diwar-se eo e kaver anvioù-lec'hioù pe anvioù-tud Boessière/Boexière, Roussel/Rouxel, Tissier/Tixier. Diaes eo displegañ d'an dud desket dezho distagañ "x" er skolioù gallek e tlejent distagañ o anv Tessier ha n'eo ket Texier.

E yezhoù evel ar portugaleg, ar galizeg hag ar c'hatalaneg, e talvez al lizherenn-mañ ivez da skrivañ ar son [ʃ] (skrivet ch hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg).

Diorroet e oa bet al lizherenn X diwar patrom al lizherenn c'hresianek khi (X).

Henc'hresianeg
c'hi
Etruskeg
X
Latin
X
 
 
 

Arouezioù all

kemmañ
Arouezioù Skriturioù Pellgehenterezhioù
Banniel Semafor Braille AFNA Morse
 
 
 
X-ray – • • –
X kaset dre al lizherenneg Morse

Pennadoù kar

kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.