Ul lizherenn latin eo Å, å implijet evit skrivañ ar vogalenn distaget /ɔ/ pa vez berr ha /oː/ pa vez hir er yezhoù skandinavek dreist-holl, da lâret eo svedeg, daneg ha norvegeg. Skrivet e vez á evit ar son-mañ e faeroeg hag en islandeg.

Åå
Åå

Kavet e vez ivez evit skrivañ ar yezhoù samiek diwar levezon ar yezhoù skandinavek.

Diorroet e oa bet ar ront a-us d'an a diwar ar fed ma veze implijet daou a evit skrivañ ar son-mañ, an eil bihanoc'h a-us d'egile. Bez' e c'heller skrivañ c'hoazh aa mar bez ezhomm, evit abegoù teknikel da skouer.

Lizherenn diwezhañ al lizherenneg an hini eo e daneg ha norvegeg, met e svedeg e vez renket war-lerc'h Z met a-raok Ä hag Ö.

Kavet e vez al lizherenn-mañ en un nebeud yezhoù all ivez en tu-hont da Skandinavia :

E penn-kentañ an XXvet kantved e krogas an dud da implijout al lizherenn-mañ ivez evit skrivañ ur son heñvel-tre kavet e rannyezhoù wallonek ar reter resis zo ha war-lerc'h e teuas da vezañ implijet evit holl rannyezhoù ar reter gant tri doare-distagañ disheñvel hervez al lec'h. Bremañ e vez implijet gant reizhskrivadur dreistrannyezhel ar walloneg unvan.

Implijout a ra an istrezromaneg an hevelep lizherennoù latin evit ar roumaneg gant teir lizherenn ouzhpenn : å, ľ ha ń, pa dalvez al lizherenn å evit skrivañ ur son tost da [wa].

Implijet e vez ivez e Tchamorreg (chamorro).


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.