Ul lizherenn latin ispisial eo Ñ, ñ, deuet diwar al lizherenn n.

An douchenn Ñ en un douchennaoueg spagnol.

E spagnoleg

kemmañ

Brudet eo an ñ (la eñe) spagnolek dreist-holl abalamour ma vez implijet da skrivañ ar son (LFE) [ɲ], da lâret eo ar son skrivet gn hervez reolennoù reizhskrivadur ar brezhoneg a-vremañ.

Diorroet e oa bet diwar daou n, unan bihan skrivet a-us d'egile, o tiskouez orin latin seurt gerioù e spagnoleg, da skouer annum > año.

Deuet eo da vezañ ivez arouez ar spagnoleg, betek ma oa bet klasket, e 1991, mirout a enporzhiañ urzhiataerezioù e Spagn keit ha ma ne vije ket lakaet al lizherenn-se war o zouchennaouegoù.

Pennadoù zo bet skrivet gant tud a bep seurt da zifenn an ñ (la eñe), evel ar skrivagnerien María Elena Walsh[1]/ ha Gabriel García Márquez (Priz Nobel al Lennegezh)[2].

Yezhoù all

kemmañ

Dre levezon ar spagnoleg e vez implijet ivez evit skrivañ an hevelep son e meur a yezh komzet e Spagn, pe yezhoù all komzet e broioù bet levezonet gant Spagn, da skouer :

E yezhoù all c'hoazh e vez kavet :

E yezhoù romanek all e vez implijet lizherennoù all evit ober diouzh ar son-se, da skouer

E brezhoneg

kemmañ

Implijet e vez al lizherenn-mañ e brezhoneg ivez evit merkañ friadur ar vogalenn a-raok, hep na zeufe kensonenn n ebet war he lerc'h, da skouer: -mañ (LFE: [mã]). Kavet e vez war-lerc'h a, e, i, o, u, eu, da skouer er gerioù klañv, kreñv, fiñv, moñs, kuñv, steuñv.

Lavaret e vez a-wechoù e vez kavet e Geriadur ar Gonideg, embannet e 1821. Gwir eo, met

  • ne servije nemet da skrivañ an n glebiet, evel e spagnoleg, e gerioù skrivet "kriñ" ("krign" hiriv) :[3].
  • ne servije ket da skrivañ "amañ", rak ur varrennig ne oa ken a-us d'an n: Gonideg a skrive aman̄ (gant un "n̄", pe "n makronet" mar karer);
  • ne servije ket evit dibenn an anv-verb, evel bremañ, dre ma oa diazezet skritur ar Gonideg war yezh Leon, hag a zistag "a" evit "añ" er ger "kanañ".

Fañch an Uhel avat, a skrive "cana" pe "canan" (pa veze "kana" gant ar Gonideg).

E KLT, adal 1908, e servijo da skrivañ :

Ne oa ket gwall implijet a-hend-all.

E-barzh embannadur La langue bretonne en 40 leçons[7] e lenner:

  • Le signe , après une voyelle, surtout à la fin des mots, indique que cette voyelle est nasale.Ex. : aman̄ ici... (p. 2)
  • krén̄v, din̄s, bleun̄v, plun̄v (p. 3).

Er bajenn 86 e skriver an anvioù-verb beza, beva, kreski, debri .... Ne gaver ket meneg eus ar ger tilde, hag ar makron eo a zo implijet, marteze peogwir e vanke an dildenn er stal.

Abaoe 1944
kemmañ

E KLTG, goude 1941 eta, ne voe ket implijet stank da gentañ.

E 1944, er C'hoariva brezhonek, eo an n makronet ("n̄") a gaver (p. 131: sentin̄, klan̄v), pe "n" hepken (Fransez, p. 131). E 1947 e voe implijet a-hed 500 pajennad Yezhadur Bras ar Brezhoneg gant Frañsez Kervella. Koulskoude, el lizherennoù bras, n'eo ket Ñ a gaver, met N, dre abegoù teknikel moarvat.

E falhuneg ne vez ket implijet e dibenn an anv-verb (eva, kana), met evel e KLT en adverboù amañ ha bremañ', e dañsal, eñ, neñv, klañv, evel e-barzh Komzom, lennom ha skrivomp brezoneg[8]. Koulskoude, dre ma n'eo ket ofisiel ar brezhoneg, e chome dister an implij anezhañ en anvioù-lec'hioù betek ar panelloù-lec'h kentañ er bloavezhioù 1980. E 2017 e savas reuz Afer Fañch Bernard.

Lec'hanvioù

kemmañ

Kavet e vez ñ en un nebeud anvioù kumunioù:

E galleg

kemmañ
 
Logo gallek da ziskouez e reer gant an doare-skrvivañ nevez (hini 1990), hep ñ eta.

E galleg a hiriv, n'eus ñ ebet en un doare ofisiel. Er fedoù eo un tammig disheñvel.

  • E galleg kozh e servije an dildenn da verraat al lizherennoù m pe n

Implijet eo bet an arouez e galleg[9].

  • Hiriv en kaver e gerioù zo, amprestet digant ar spagnoleg, evel cañon, señor, doña, piraña. E danevell-skrid 1990 diwar-benn ar reizhadennoù e doare-skrivañ ar galleg ez erbeder da chom hep ober gant an ñ[10].

Brezel ouzh an "ñ"

kemmañ

Savet eo ar stad c'hall a-enep d'an arouezioù ha ne gaver ket e galleg, ha difennet ober, abalamour da se, gant an anv Fañch war marilh an ti-kêr[11].

Notennoù

kemmañ
  1. https://udlerlorena.wordpress.com/2013/02/10/la-ene-tambien-es-gente-de-maria-elena-walsh
  2. http://blog.pucp.edu.pe/blog/luisduran/2007/11/18/el-triunfo-de-la-n-afirmacion-de-hispanoamerica/
  3. Ur bajenn eus Geriadur ar Gonideg: [1]
  4. Geriadur Vallée, pajenn 371.
  5. Geriadur Vallée, pajenn 440.
  6. Gwelout lui e Geriadur Vallée, pajenn 434.
  7. Armand Prudhomme éditeur, Sant-Brieg, 1940.
  8. Gant Jean Tricoire, adembannet e 1970.
  9. http://www.ouest-france.fr/bretagne/quimper-29000/quimper-fanch-le-tilde-est-aussi-francais-5223160
  10. D’une manière générale, il est recommandé aux auteurs de dictionnaires et aux créateurs de mots de franciser, dans la mesure du possible, les mots empruntés, en les adaptant au système graphique du français (ex. : "débatteur", "musli"), et de donner la préférence, lorsque plusieurs formes existent, à celle qui est la plus proche du français (ex. : "paélia", "taliatelle"). https://www.orthographe-recommandee.info/
  11. Ouest-France an 3 a viz Gouhere 2018

Pennadoù kar

kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.