Ar gwaranieg (gwaranieg: Avañe'ẽ, LFE: [aʋaɲẽˈʔẽ]) eo an hini vrudetañ eus ar yezhoù gwaraniek, komzet gant war-dro 6 milion a dud e Paraguay, Bolivia, Brazil hag Arc'hantina, ha gant ur milion a zivroidi eus Paraguay e kêrioù bras Suamerika. Ofisiel eo e Paraguay, ma vez komzet gant 94% eus ar boblañs, e Bolivia hag e proviñsoù zo eus Arc'hantina. Skrivet e vez gant al lizherenneg latin.

Gwaranieg
(Avañe'ẽ)
Perzhioù
Komzet e : Paraguay, Arc'hantina, Brazil, Bolivia
Komzet gant : 7 000 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù toupiek-gwaraniek

  Yezhoù gwaraniek
 Gwaranieg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Paraguay, Bolivia, Corrientes ha Misiones (Arc'hantina)
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 gn
ISO 639-2 grn, sai
ISO 639-3
Kod SIL GRN
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Kar eo ar gwaranieg d'an nengatoueg komzet en Amazonia Brazil.

Ur yezh dazgludadek eo, taolmouezhiet war silabenn diwezhañ ar gerioù. N'eus ger-mell ebet na reizh ebet d'ar gerioù.

Lizherenneg ar gwaranieg (Paraguay)
Pennlizherennoù A Ã Ch E G H I Ĩ J K L M Mb N Nd Ng Nt Ñ O Õ P R Rr S T U Ũ V Y ʼ
Lizherennoù ordinal a ã ch e g h i ĩ j k l m mb n nd ng nt ñ o Õ p r rr s t u ũ v y ʼ
Distagadur [a] [ã] [ɕ] [e] [ẽ] [ɰ] [ɰ̃ ] [h] [i] [ĩ] [j] [k] [l] [m] [ᵐb] [n] [ⁿd] [ᵑg] [ⁿt] [ɲ] [o] [õ] [p] [ɾ] [r] [s] [t] [u] [ũ] [ʋ] [ɨ] [ɨ̃ ] [ʔ]