Paraguay
Gant ar ger Paraguay e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Paraguay (disheñvelout).
Ur vro lec'hiet e Suamerika eo Paraguay[1], hag Arc'hantina, Brazil ha Bolivia en he zro. República del Paraguay, distaget (LFE) [reˈpuβlika ðel paɾaˈɣwai] eo an anv spagnolek ofisiel ; Tetã Paraguái eo e gwaranieg.
'''República del Paraguay
Tetã Paraguái''' | |||||
| |||||
Ger-stur : Paz y justicia | |||||
Kan broadel: Paraguayos, República o muerte | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Asunción | ||||
Yezh(où) ofisiel | Spagnoleg, Gwaranieg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Horacio Cartés | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 406 750 km² (59) | ||||
- Dour (%) | 2.3 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2006 | 3,323,906 () | ||||
- niveradeg 2005 | 6 347 884 | ||||
- Stankter | 14/km² | ||||
Moneiz | guarani (PYG )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
Kod kenrouedad | .py | ||||
Kod pellgomz | +595 |
406 750 km² eo e c'horread. 6 347 884 annezad e oa e 2005. Asunción eo e gêr-benn.
IstorAozañ
PolitikerezhAozañ
Dilennet eo bet Fernando Lugo da brezidant ar republik e 2008, gant 41% eus ar mouezhioù. Ar partido colorado (tu-dehoù) en doa bet ar galloud e-pad 61 bloaz. E 2013 eo bet dilennet Horacio Cartés eus ar partido colorado.
DepartamantoùAozañ
Rannet eo Paraguay e 17 departamant, gant ur statud dibar d'ar gêr-benn.
DouaroniezhAozañ
Ar Cerro San Rafael eo beg uhelañ ar vro, gant 850 metr uhelder.
An hin a ya eus istrovanel da gerreizh.
Danvezioù naturelAozañ
ArmerzhAozañ
DemografiezhAozañ
SevenadurAozañ
Yezhoù ofisielAozañ
Daou yezh ofisiel zo hervez ar vonreizh: ar gwaranieg hag ar c'hastilhaneg. Paraguay zo unan eus ar broioù ral ma vez anavezet ur yezh indian abaoe pell.
94 % eus ar boblañs a gomz guarani. 39,2% zo unyezhek guarani, 48,9% zo divyezhek guarani-kastilhaneg ha 2,7% a gomz ur yezh indian all gant ar guarani evel eil yezh a-wechoù.
Bez' zo 21 yezh vev en holl : an aché, an alamaneg standard (tud enbroet), an ayoreo, boliveg ar reter, ar chamacoco, ar chiripá, ar chorote iyo'wujwa, ar c'hastilhaneg, ar guana, ar guaraní, ar guaraní mbyá, guaraní Paraguay, al lengua, ar maca, ar maskoy pidgin, ar nivaclé, ar pai tavytera, ar plautdietsch (alamaneg ar vennonited), ar portugaleg, ar sanapaná, an tapieté, an toba hag an toba-maskoy. Hag ur yezh varv, an emok.
Liammoù diavaezAozañ
- (es) Lec'hienn ofisiel Prezidantelezh Paraguay
- (es) Lec'hienn ofisiel touristel Paraguay
- (fr) Radio-Canada.ca - Après 61 ans, le changement: http://www.radio-canada.ca/nouvelles/International/2008/04/20/007-paraguay-dimanche.shtml
- ↑ Paragwai e Geriadur Hemon-Huon, Al Liamm, 1993.