Asunción
- Evit implijoù all, gwelet Asunción (disheñvelout).
Asunción, diouzh hec'h anv ofisiel leun La Muy Noble y Leal Ciudad de Nuestra Señora Santa María de la Asunción (“kêr leal ha nobl-tre Hon Itron Santez Vari an Asompsion”), eo kêr-benn ha kêr vrasañ Paraguay. Emañ war c'hlann gleiz ar Río Paraguay a ra ar vevenn bolitikel etre Paraguay hag Arc'hantina. Er bloaz 2001 e oa war-dro 600 000 a dud o chom e kêr Asunción, met gant ar c'hêrioù tro-war-dro ez a d'ober un tolpad-kêr kalz pobletoc'h, anvet Gran Asunción, hag a zo 2 100 000 a dud pe war-dro o vevañ ennañ.