Frañsez zo un anv-badez brezhonek. Frañseza zo ur furm venel deveret anezhañ. Dont a rafe eus an anv-badez gallek François, hervez an distagadur kozh anezhañ ( "oi" gallek distaget [we]).

Deuet e vije an anv Frañsez e brezhonek dre an anv gallek François eta, hag hennezh a zeue eus an anv italianek Francesco. Koulskoude e c'hallfe ivez dont war-eeun eus an anv italianek, kollet gantañ ar silabenn diwezhañ. Brudet eo bet an anv abalamour d'ar sant italian Frañsez Asiz (1182-1226). Giovanni e oa e wir anv, met graet e veze Francesco, Gall bihan, eus ar sant pa oa bihan, abalamour ma oa gallez e vamm, ha chomet e oa an anv.

A-hend-all e teu an anv italianek eus ar ger latin Franciscus (Daveoù a vank), a zeue eus ar ger germanek Franck-isk a dalveze "eus ar Franked" (da lavarout eo Frank pe Gall), pe eus ur ger germanek all "Franch", a dalv kement ha den dieub.

Relijion

kemmañ

Gwelout ar pennad Sant Frañsez, ma'z eus meneg eus meur a sant.

Frañsez eo pab an Iliz Katolik abaoe 2013.

Implij an anv brezhonek

kemmañ
 
Kurunidigezh Frañsez I e Roazhon.

Kavet e vo Frañsez en anvioù istorel duged ha roueed. Douget eo bet gant tri eus duged Breizh :

Unan eus an anvioù lakaet ar muiañ eo bet e Breizh en eil lodenn an XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved[1], alies e veze graet gant berradurioù evel Fañch, Soaig, Saig[2]. Ur skeudenn eus statud ar yezh e oa implij an anv: François en ti-kêr, Fañch er parkeier(Daveoù a vank). Gwelet ez eus bet familhoù gant daou zen anvet François ma veze graet Soaig eus unan, ha Fañch eus an eil. Yann-Frañsez a zo bet alies troidigezh an anv kevrennek gallek Jean-François.

Ar stumm gwregel Frañseza a vez implijet[3], ha kavet e vez ivez e kanaouennoù kozh. Sez, Seza, Sezaig zo stummoù deveret. Ar stummoù gwregel all Soaz, Soazig, zo deuet eus an anv gallek Françoise.

Hiziv, pa'z eo aotreet an anvioù brezhonek, ne seblant ket Frañsez bezañ gwall implijet evit envel bugale, pa gaver Fañch ha Fañchig a-wechoù.

Lennegezh

kemmañ

Tud e Breizh

kemmañ
 
Taldir Jaffrennou en e wiskamant broadel e Kendalc'h Keltiek Caernarfon e 1904.

Implij an anv gallek e Breizh

kemmañ

Roet eo bet stank an anv gallek adalek ar XVIvet kantved, diwar ar c'hiz deuet eus Bro-C'hall(Daveoù a vank), levezonet kenañ gant Italia en amzer an Azginivelezh italian.

Roet e veze kalz e Breizh betek an XXvet kantved. En holl familhoù e veze unan bennak anvet François pe Françoise.

Rouaned ha priñsed

kemmañ

E yezhoù all

kemmañ

Anvioù kar a gaver e yezhoù Europa, dreist-holl er broioù bet kreñv enne ar feiz katolik:

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. «Sur a-walc'h eo an anv-badez ordinalañ e-touez an holl wazed ganet, lakaomp etre 1850 ha 1930, e Bro-Leon. An darn vuiañ eus an eilstummoù a zo diazezet war Frañsez, Frañsa ha Feñch, hag a vez kavet un tammig e pep korn eus Leon, war-bouez Frañsez a zo marteze ordinaloc'hik e Goueled-Leon.» (M. Madeg, P. Pondaven, Y. Riou, Anoiou badiziant Bro Leon, Emgleo Breiz, 2006, p.77).
  2. «Alese ez eus deuet meur a eilstumm dre gaoz eus an anv evit ober ar c'hemm etre kement a dud anvet heñvel. An darn vuiañ eus an eilstummoù-mañ a zo diazezet war Frañsez, Frañsa ha Feñch Ibid. p.77
  3. «Frañseza a vez klevet un tammig muioc'h e Goueled-Leon, met ar stummoù deveret a zo ordinal e pep lec'h.» (M. Madeg, P. Pondaven, Y. Riou, Anoiou badiziant Bro Leon, Emgleo Breiz, 2006, p.79.
  4. http://www.euskaltzaindia.net/eoda/izenak.asp?testua=Francisco&hizkuntza=eu