Francesco II an Div Sikilia
Francesco II, pe Francesco d'Assisi Maria Leopoldo (Napoli 1836 – 1894 Arco) a oa roue diwezhañ an Div Sikilia, adal 1859 betek 1861, pa voe staget e rouantelezh ouzh rouantelezh Italia.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Italia |
Anv e yezh-vamm an den | Francesco II |
Anv-bihan | François |
Anv-familh | Borbone |
Titl noblañs | Prince of the Two Sicilies |
Deiziad ganedigezh | 16 Gen 1836 |
Lec'h ganedigezh | Napoli |
Deiziad ar marv | 27 Kzu 1894 |
Lec'h ar marv | Arco |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Diabet |
Lec'h douaridigezh | Santa Chiara |
Tad | Ferdinando II an Div Sikilia |
Mamm | Maria Cristina Savoia |
Pried | Maria Sofia Bavaria |
Bugel | Princess Maria Cristina of the Two Sicilies |
Familh | Tiegezh Bourbon |
Micher | politiker |
Karg | monark |
Relijion | Iliz katolik roman |
Stad ar c'hanonizasion | Servijer Doue |
Gouel | 27 Kerzu |
- Io sono Napolitano; nato tra voi, non ho respirato altr'aria, non ho veduti altri paesi, non conosco altro suolo, che il suolo natio. Tutte le mie affezioni sono dentro il Regno: i vostri costumi sono i miei costumi, la vostra lingua la mia lingua, le vostre ambizioni mie ambizioni. Francesco II an Div Sikilia. (Napolitan on, ganet en ho touez, n'em eus ket analet aer all, n'em eus ket gwelet broioù all, n'anavezan ket a zouar all, nemet hini ar vroad. Ma holl c'harantezioù zo e-barzh ar rouantelezh: ho kizioù eo ma gizioù, ho yezh eo ma yezh, ho mennadoù eo ma mennadoù.)
Mab e oa da Ferdinando II an Div Sikilia ha d'e bried kentañ Maria Cristina Savoia (1812 – 1836), merc'h da Vittorio Emanuele Iañ. Marvet e oa e vamm er gwentloù, ouzh en genel. Hag addimezet e oa e dad da Maria Theresia von Österreich (1816–1867).
Savet ha desket fall e oa bet, gwan e oa e dro-spered, ha dindan lasoù e lezvamm e oa, ma sponte diraki, dindan lasoù an dud a iliz, ha dindan tud e lez.
Eured ha bugale
kemmañE 1859 e timezas da Maria Sofia Bavaria, diwezhañ ha bravañ c'hoar an impalaerez Elesbed Wittelsbach (an impalaerez aostrian anavezet evel Sissi) e oa, c'hoar-gaer da impalaer Aostria Franz Joseph Iañ, ha keniterv d'ar roue Ludwig II Bavaria. Pemp bloaz yaouankoc'h e oa e bried.
Ur verc'h o doe, Maria Cristina Pia di Borbone-Due Sicilie, marvet da dri miz.