Frañseza
Frañseza zo un anv-badez brezhonek, a gaver muioc'h er c'hanaouennoù eget er vuhez ofisiel, hag a zo brezhonekadur an anv-badez gallek Françoise, nemet savet diwar an anv brezhonek Frañsez.
Berranvioù
kemmañDiwar Frañseza eo savet ar berranvioù Seza, Sezaig, Zaig.
Ar berranv all Soazig zo savet war-eeun diwar an anv gallek Françoise. A-hend-all ez eus ur stumm all c'hoazh, Fantig.
Yezhoù all
kemmañTud
kemmañ- Frañseza Roma (1384-1440), santez italian
- Frañseza Dinan (1436–1499), gouarnerez Anna Breizh
- Franseza-Zavier Kabrini (1850-1917), santez italian
- Frañseza Kervendal (1915-2001), skrivagnerez vrezhonek, pried Per Denez,
- Zaig, kanerez vrezhonek, pried Polig Monjarret,
Tud er gwerzioù
kemmañ- E Gwerzioù Breizh Izel Fañch an Uhel
- Frañseza Kozhig, anv ur plac'h kondaonet d'ar marv er werz heñvelanvet (skrivet Fransesa Kozik gant an oberour),
- E Soniou Breiz Izel Fañch an Uhel
- er werz Kalonad ur vestrez, ez eus meneg eus ur plac'h anvet Fanchon ha Frañseza a bep eil, troet o-daou e galleg gant Françoise.
- ur plac'h yaouank, Fantig ar Rolland, a vez graet "Ma dous Fransezan" anezhi en eil doare ar werz anvet Kloareg Rozmar,