Soazig
Soaz, pe Soazig, n'eo ket ur gwir anv-badez e brezhoneg, pa n'eo nemet ur berranv diwar Frañsoazig, brezhonekadur an anv gallek Françoise, bet diouzh ar c'hiz. Gant Soazig eta e vez brezhonekaet aes anv kement Breizhadez zo bet anvet Françoise.
Diwar an anv-badez Frañseza avat ez eus ur berranv all, Seza, ha diwar Seza, Zaig.
A-hend-all ez eus ur stumm all c'hoazh, Fantig.
Fazi
kemmañDre fazi, ha dre levezon doare-skrivañ ar galleg, e kaver ivez ar stummoù Soizic, Soizig, Soizick....
Tud
kemmañ- Soizic Corne, kazetennerez ha luskerez skingomz ha skinwel.
- Soazig Daniellou, filmaozerez.
- Soaz Kervahe, anv-pluenn Vefa de Bellaing.
- Soazig Noblet, kanerez gant ar strollad Tregeriz.
- Soazig Paogamm, kenc'hoar Visant Seite pa veze kentelioù brezhoneg ganto er skingomz er bloavezhioù 1960 pe 1970.
- Soaz an Tieg, anv-pluenn Ivetig an Dred (1923-2009).
Lennegezh vrezhonek
kemmañ- Frañsoazig ha Pierig,
- unan eus Gwerzioù Breizh Izel gant Fañch an Uhel, skrivet Fransoisig ha Pierig gant an oberour (eil levrenn pajenn 16)
- unan eus Sonioù Breizh Izel gant Fañch an Uhel, skrivet Fransoizic ha Pierric gant an oberour (levrenn gentañ, pajenn 332)
Pennad kar
kemmañGwelout ivez
kemmañ- Soaz Vrezhonek
- Ar werz Nozvezh kentañ ma eured.