Franjo Tuđman [ˈfraːɲɔ ˈtudʑman] (14 a viz Mae 1922 e Veliko Trgovišće - 10 a viz Kerzu 1999 e Zagreb), skrivet ivez Tudjman, a oa un ofiser, istorour ha politiker eus Kroatia.

Franjo Tuđman
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKingdom of Serbs, Croats and Slovenes, rouantelezh Yougoslavia, Socialist Federal Republic of Yugoslavia, Kroatia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFranjo Tuđman Kemmañ
Anv-bihanFranjo Kemmañ
Anv-familhTuđman Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Mae 1922 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVeliko Trgovišće Kemmañ
Deiziad ar marv10 Kzu 1999 Kemmañ
Lec'h ar marvZagreb Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev Kemmañ
Lec'h douaridigezhMirogoj Kemmañ
PriedAnkica Tuđman Kemmañ
BugelMiroslav Tuđman Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkroateg Kemmañ
Micherpolitiker, Komiser politikel, kelenner skol-veur, istorour Kemmañ
ImplijerCroatian Institute of History, Faculty of Political Sciences in Zagreb Kemmañ
Kargrepresentative in the Croatian Parliament Kemmañ
Bet war ar studi eMilitary Academy Belgrade, University of Zadar Kemmañ
Diplom skol-veurdoktorelezh Kemmañ
Strollad politikelCroatian Democratic Union, League of Communists of Yugoslavia, League of Communists of Croatia Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1992 Croatian presidential election, 1997 Croatian presidential election Kemmañ
Grad milourelmajor jeneral, Q119051883 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Skour luArmed Forces of the Republic of Croatia Kemmañ
Anvet diwarTad-kozh Kemmañ
Ezel eusCroatian Academy of Sciences and Arts Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.tudjman.hr/ Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadC.A.D.D.Y. Bulletin Collection, Franjo Tuđman Website Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Franjo Tuđman

Stourm a reas e-pad an Eil Brezel-bed e-touez ar Bartizaned, a-du gant Tito.
Er bloavezhioù 1950 e voe unan eus jeneraled yaouankañ arme Yougoslavia. Kuitaat a reas an arme e 1961 ha sevel an Institut za historiju radničkoga pokreta Hrvatske (Ensavadur evit istor luskad labourerien Kroatia), renet gantañ betek 1967.
E 1971 e voe kondaonet da zaou vloaz toull-bac'h dre m'en doa kemeret perzh en "Nevez-amzer kroat", ul luskad da c'hounit muioc'h a wirioù evit Kroatia e-barzh Republik Yougoslavia. Lezet e voe da vont goude nav miz er vac'h. E 1981 e voe toullbac'het adarre abalamour d'e vennozhioù broadelour.

D'an 30 a viz Mae 1990 e voe dilennet da brezidant republik yougoslavat Kroatia. Goude ma voe embannet dizalc'hiezh Kroatia d'ar 25 a viz Mezheven 1991 e voe brezel etre ar stad nevez hag arme Yougoslavia. Harz-an-tan a voe sinet e 1992 met kenderc'hel a reas ar brezel e Bosnia ha Herzegovina. Franjo Tuđman a voe dilennet da brezidant kentañ republik nevez Kroatia d'an 2 a viz Gwengolo 1992.

D'ar 15 a viz Mezheven 1997 e voe addilennet Tuđman da brezidant Kroatia ha chom a reas er garg-se betek e varv. Evit kalz Kroatiz ez eo un haroz broadel hag en deus savet Kroatia dizalc'h, met e-maez ar vro e voe tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh e torfedoù brezel pa voe lazhet ha skarzhet Serbed eus Kroatia dindan e renerezh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.