Klemañs
Klemañs, pe Klemez zo un anv-badez brezhonek, diwar an anv latin Clemens, a vez implijet dreist-holl evit ar sent hag ar bibien.
Evit ar merc'hed e reer gant ar stummoù Klemañsa ha Klemeza.
Testeniekadurioù
kemmañ- Cleménçz e Geriadur Gregor, 1732, pajenn 173.
- Klemant e Buhez ar Sent 1912, pajenn 814.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus an anv-gwan latin clemens, clementis « kuñv », « madelezhus ».
Yezhoù all
kemmañ- alamaneg : Clemens, Klemens, Klemp
- finneg : Klemens
- galleg : Clément; Clémence, Clémentine evit ar merc'hed.
- gresianeg : Mentos
- italianeg : Clemente
- makedonieg : Климент
- nederlandeg : Clemens
- poloneg : Klemens
- portugaleg : Clemente
- ruseg : Клеман
- saozneg : Clement
Tud
kemmañN'eo ket anavezet an anv e brezhoneg nemeur, goude m'e gaver e Geriadur Gregor.
Sent
kemmañUn toullad sent zo anvet Klemañs. Ar brudetañ anezho eo Klemañs Roma, pe Clemens Romanus hervez e anv latin, merzheriet pa oa en harlu e Krimea. Taolet e voe er mor, un eor en e gerc'henn. Lakaet eo bet da sant paeron ar voraerien. Enoret eo e Rusia ha Lec'hlenn.
Sent all zoavat:
- Klemañs Metz kentañ eskob Metz ; lidet d'ar 23 a viz Du.
- Klemañs ar menez Sagmation manac'h ; lidet d'ar 26 a viz Genver.
- Klemañs Sardik eskob ; lidet d'an 10 a viz Gwengolo.
- Klemañs Alexandria, Tad an Iliz, skrivagner gresianek.
Pibien
kemmañ- Klemañs Iañ, pe Sant Klemañs, pab eus 88 da 97,merzher, lidet d'an 23 pe d'ar 24 a viz Du.
- Klemañs II, pab eus 1046 da 1047.
- Klemañs III, pab eus 1187 da 1191.
- Klemañs IV, pab eus 1265 da 1268.
- Klemañs V, pab eus 1305 da 1314.
- Klemañs VI, pab eus 1342 da 1352.
- Klemañs VII, pab eus 1523 da 1534.
- Klemañs VIII, pab eus 1582 da 1605.
- Klemañs IX, pab eus 1667 da 1669.
- Klemañs X, pab eus 1670 da 1676.
- Klemañs XI, pab eus 1700 da 1721.
- Klemañs XII, pab eus 1730 da 1740.
- Klemañs XIII, pab eus 1758 da 1769.
- Klemañs XIV, pab eus 1769 da 1774.
Eneppibien
kemmañ- Klemañs III, eneppab eus 1080 da 1100.
- Klemañs VII, eneppab en Avignon eus 1378 da 1394.
- Klemañs VIII, eneppab en Avignon eus 1423 da 1424.
Tud all
kemmañ- Clement Attlee politikour saoz
- Klemens Wenzel von Metternich diplomat aostrian
- Gwelout ar pennad Clément.
Notennoù
kemmañ